Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/515

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 Gouere
515
sant visant a bol

Sant Visant a Bôl
Sant Visant a Bôl


Naontekvet devez a viz Gouere


Sant Visant a Bôl
Patron an holl oberou a drugare
(1576 -1660)



Visant a Bol a c’hanas en Pouy, en kichen Dax, en kreiz lanneier ar Gaskogn, d’ar 26 a viz ebrel 1576.

N’oa c’hoaz nemet eur bugel, hag e weled dija o vleunian ennan e garante evit ar beorien.

Goude bezan bet eur pennad o vesât loened e dad, e oe kaset da skol Tadou sant Fransez Dax, hag evel m’en devoa c’hoant da vont da veleg, ec’h eas eus Dax da Doulouz da genderc’hel e studi. D’an 23 a viz gwengolo 1600 e oe beleget.

Eun devez ma oa oc’h ober hent war vor, pemp bla goude, e kouezas etre daouarn an Durked, hen c’hasas da Dunis hag hen gwerzas eno evel sklavour.

Goude bezan tremenet daou vla er reuz-ze, e teuas a benn da c’honid e vestr da Jezuz-Krist, hag ec’h eas gantan da Rom, da bedi war beziou an ebestel Per ha Pôl.

Epad ar pempzek miz a dremenas en kêr-benn ar gristenien, ar c’hardinal Ossat a deuas da anaout e zantelez hag a gasas anezan, evit eun afer a bouez, da gaout Herri IV, roue Frans.

Visant a ouezas en em denn ken brao, ma oe kinniget d’ezan abati Sant-Leonard ; mes hen refuz a reas evit mont d’eur barouz vihan harp ouz Pariz, he hano Clichy.

Eno e lakas ar peuc’h er familhou, e savas eun iliz neve, hag e skolaas en e di dek pe daouzek kloareg.

War ali ar c’hardinal Berull, e kuitaas e barouz evit mont d’ober skol da vugale an ôtrou de Gondy ; epad an daouzek vla a dremenas oc’h ober ar vicher-ze, e reas eur vad vras, ken d’e skolaerien, ken d’o c’herent. Hanvet