Hadan reas sklerijen ar fe en he spered ha lakat a reas karante Doue da ziwan en he c’halon.
Mac’harit a selaoue hag a gomprene he magerez, ha pa deuas skiant d’ezi, e c’houlennas bezan badezet.
En he fedennou, e lavare da Zoue e chomje bepred gwerc’hez hag e vije laouen o rei he bue evel testeni eus he c’harante evitan.
He zad ne zaleas ket da c’houzout e oa badezet e verc’h ; ober a reas d’ezi dont d’ar gêr raktal, hag e lavaras d’ezi, droug ennan :
— Red eo d’it lezel a-goste ar Jezuz-ze a bedez, trei kein dioustu d’e greden ha kinnig ezans d’an doueou : ahendall ne vezin mui da dad, mes da vourreo !
— N’eus forz petra refet d’in, eme Vac’harit kerkent, ho merc’h e vezin bepred, ha bepred ho karin hag ho toujin evel ma zad ; mes daoust d’ar poaniou skrijusan, ne zilezin biken lezen Jezuz ha ne adorin nemet ar gwir Doue, en deus grêt a netra an nenv hag an douar.
Eur respont ken kaer, elec’h digeri daoulagad he zad, ne reas nemet e gounnari muioc’h-mui. Rei a reas urz d’he stlepel e-touez ar sklavourezed, d’he magan evelte, ha d’he lakat d’ober al labouriou diêsan, hep true ebet ouz he yaouankiz.
Mac’harit a veze bepred laouen ouz ar re a oa war he zro, ha henvel oa ouz eun êl diskennet eus an nenv.
He labour a veze bepred grêt mat.
Koulskoude, an tad digalon ne gave ket e oa awalc’h c’hoaz ; lemel a reas digant e verc’h he dilhajou kaeran ha, gwisket evel eur baourez, e kase anezi da ziwall al loened, n’eus forz peseurt amzer a rê.
Eun devez e oa gant e chatal en kichen an hent bras, pa dremenas dre eno ar gouarner Olibrius. O welet he gened dispar hag he dremm kaer evel eur rozen, n’hallas ket miret da c’houlenn outi he hano :
— Merc’h on da Edisius, eme Vac’harit ; en Antioch on ganet, ha badezet on.
Ar gouarner a c’hourc’hemennas he digas d’e lez.
An de war-lerc’h e klaskas he zouellan :
— Kaer ho pezo, emezan d’ezi, lavaret ez oc’h badezet, ar zonj-ze a yelo hepdale eus ho spered, rak me fell d’in ho timezi, ha rei d’ec’h eleiz a enoriou hag a vadou.
Otrou, a respontas Mac’harit, komz a ret eus dimeziou, mes ma eured me a zo grêt pell a zo ; abaoue ma badeziant ne glaskan nemet eun dra : plijout da Zoue.