Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/52

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
52
16 Genver
sant marsel


C’houezekvet devez a viz Genver


SANT MARSEL
Pab (308-309)



En blaveziou kentan ar bevare kantved, ar baganed a zigoras an dekvet stourmad eneb ar gristenien, dre urz an impalaer Dioklesian, laket droug ennan gant an dud a veze war e dro.

Kentan tra a oe grêt eo argas an holl gristenien eus an arme.

Er bla 303, e oe grêt dre ar vro tri embann, an eil war lerc’h egile, eneb an Iliz, evel pa n’o dije pennou-bras ar vro netra ken d’ober nemet gwaskan ar gristenien.

Dre ar c’hentan, e oa urz da ziskarr an holl ilizou, da zêvi ar skrituriou santel, da derri eus ar c’hargou bras ar gristenien a vefe enne ha ne nac’hfent ket o fe, ha d’ober sklavourien eus ar gristenien a renk izel ha ne drofent ket kein da relijion Jezuz-Krist.

An urz-ze a dlee bezan doujet dre holl broiou ar bed an evoa impalaered Rom galloud warneze.

Dre an eil, kaset nebeut war lerc’h ar c’hentan, e oa gourc’hemennet teul er prizon holl renerien an Iliz.

Dre an trede, kaset prest goude, e oa urz da lezel da vale ar veleien a ginnigje ezans d’an doueou, hag ar re n’hen grajent ket, d’o merzerian er stumm a raje d’eze gouzanv ar muian boan.

Er bla 304, e oe kaset eur bedervet lezen a roë urz da bep den, en pep lec’h hag en pep kêr, da ginnig eur zakrifis d’an doueou dirak an holl.

Skrijus eo ar gwad kristen a evas neuze an douar. Brezel ebet, biskoaz, ne lakas kement a dud da vervel ; an Iliz, da welet eus an nenv, n’eo bet biskoaz kaeroc’h evit ne oa epad ar blaveziou-ze.

Er zav-heol, Euzeb, ar skrivagner koz, a welas lakat d’ar maro, bemde, gwech dek, gwech ugent, gwech tregont, gwech tri-ugent ha betek kant den zoken war an dro, hag an dra-ze epad meur a vla. Gwelet a reas ar c’hlezeier o tognan, ar vourrevien o kouezan, gant a skuiz a vijent, war berniou korfou merzerien, hag o lakat re-all da skei en o lec’h.