Epad ma oa en ofis, en e iliz-veur, e oe gwelet o tiskenn er c’heur eur goulmig wenn, skedus evel an heol, en he beg eur skour dero glas hag, ouz ar skour, eun tôl gwenan. Hen lakat a reas goustadik war eur skabel. Kerkent, ar gwenan a oa outan a nijas kuit, o lezel a-wel d’an holl eur glozen goar, alaouret ha flouret a-zoare : en he c’hreiz e oa an hosti wenn ; an eskob santel he c’hemeras gant doujanz, a lakas anezi en tabernakl, hag a drugarekaas Doue eus ar burzud dispar-ze grêt en kenver e zakramant meulet ra vezo.
Sant Tenenan a varvas war-dro hanter ar VIIet kantved. An Otrou a wiskas d’ezan saë ar c’hloar hag a gurunas anezan war dreujou ar baradoz.
O c’houi hag a zo breman en harz Oter an Otrou Doue ha dirak Mestr ar vue, oc’h adori gant an Ele, an Drinded Santel, dalc’het sonj ac’hanomp holl, ha goulennet evidomp ar pardon eus hon fec’hejou.
ari-Madalen, ganet en Bethani, c’hoar da Vartha ha da Lazar, a oa en em gollet gant he danve hag he gened ; pec’herez divez, êt oa ar vrud anezi dre bevar c’horn ar vro ; mes eun devez e welas Jezuz, kaeran bod lili a zigoras e vleuniou en draouien-man, hag e savas da vont d’e gaout da di Zimon al lor, elec’h ma oa o leinan ; stoui a reas d’e dreid, o gwalc’hi