Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/522

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
522
22 Gouere
santez mari-madalen

a reas gant he daerou ; o sec’han a reas gant he bleo ; o gelei a reas gant louzou c’houez vat, ha pa zavas, daoulagad Hon Zalver a baras laouen war he ene neveaet.

Koulskoude, an ozac’h en devoa pedet Jezuz da zont d’e di, o welet ar pez a dremene, a lavare ennan e-unan :

— Ma vije bet heman eur profed, en dije gouezet peseurt plac’h a douch outan, rak eur bec’herez eo.

Ha Jezuz a respontas hag a lavaras d’ezan :

— Simon, eun dra am eus da lavaret d’ec’h. Hag hen a respontas :

— Mestr, lavaret.

— Eun den a oa dleour d’ezan daou-all, unan aneze a dlee d’ezan pemp kant diner, hag egile hanter-kant.

» O vezan n’o devoa ket peadra da baean anezan, e roas diskarg d’eze o-daou. Piou a garo anezan ar muian ? »

Simon a respontas hag a lavaras :

— An hini, marvat, a zo pardonet d’ezan ar muian. Jezuz a lavaras d’ezan :

— Barnet mat ho peus !

Hag o trei ouz ar plac’h, e lavaras da Zimon :

— Ha c’houi a wel ar plac’h-ze ? Deut on en ho ti ha n’hoc’h eus ket roët a zour d’in evit gwalc’hi ma zreid ; mes houman he deus douret ma zreid gant he daerou hag o sec’het gant he bleo.

» N’hoc’h eus ket roët eur pok d’in ; mes hi, abaoue m’eo deut, n’he deus ket paouezet da bokat d’am zreid.

» N’hoc’h eus ket skuilhet a eol war ma fenn ; mes hi he deus skuilhet louzou c’houez vat war ma zreid.

» Setu perak me lavar d’ec’h : kalz pec’hejou a zo pardonet d’ezi, abalamour m’he deus bet eur garante vras. An hini a zo pardonet d’ezan nebeutoc’h a gar nebeutoc’h. »

Ha Jezuz a lavaras d’ar plac’h :

— Ho pec’hejou a zo pardonet d’ec’h.

Hag ar re a oa ouz tôl gantan a ’n em lakas da lavaret enne o-unan :

— Piou eo heman a bardon memes ar pec’hejou ?

Ha Jezuz a lavaras d’ar plac’h :

— Ho fe he deus sovetaet ac’hanoc’h. Et en peuc’h [1].

Diwar neuze, Mari-Madalen a deuas da vezan ar zantez vras a garomp, abalamour drezi ec’h anavezomp sempladurez an den ha trugare an Otrou Doue.

He dudi oa heuilh Jezuz-Krist, ha ne skuize ket ouz e selaou ; ha Jezuz-Krist, diouz e du, pa dremene dre Ve-

  1. Sant Lukas, VII. 39, 50.