Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/526

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
526
23 Gouere
sant apolliner

————


BOKED


Seul-vui e sellomp ouz an heol, ha seul-vui e chomomp en estlam, rak, ken alïes gwech m’hen gwelomp, e kavomp en deve bepred ar memes sked hag ar memes gened.

Evelse, hanoiou ar verzerien a lufr, daoust d’an niver bras a vlaveziou a zo tremenet warneze, ha dre ma varvo ar c’hantvejou, o brud ne raio nemet en em astenn muioc’h-mui.

Sant Bazil.




Pevare devez warn-ugent a viz Gouere


Sant Sirill ha Sant Method
Eskibien, IXet kantved



En navet kantved, ar Slaved a zave eur rouantelez, etre ar zav-heol hag ar c’huz-heol, distag diouz hini Charlemagn ha diouz hini impalaered Konstantinopl.

Doue a zibabas daou vreur, Sirill ha Method, evit mont da gas d’eze sklerijen ar fe. Ganet oant en Thesalonik, a dud a ouenn vras, en penn kentan an navet kantved. Mont a rejont o-daou da studian da Gonstantinopl. Ar c’hosan a zeskas ken mat ma oe lezhanvet ar « Filozof » .

Er bla 847, e teuas kannaded eus bro ar C’hazared da Gonstantinopl da c’houlenn eur misioner kristen.

Ar C’hazared a oa o chom er c’hreiste eus ar Rusi, hag a heuilhe eur relijion tennet, tamm eus hini ar Judevien ha tamm eus hini ar Vuzulmaned.

An impalaer Mikêl III a zibabas Sirill da vont gante. Goude bezan daleet eur pennad en Kerson, elec’h ma kavas relegou sant Klemant, e valeas dre vro ar C’hazared, eus an eil penn d’egile, hag e c’honezas eun niver bras a dud d’ar fe gristen. Distrei a reas neuze da Gonstantinopl.

Er bla 863, an daou vreur a yeas d’ar Moravi. Hadan rejont drezi had ar gwir fe, ha diwan a reas seul buhannoc’h ma rejont o ofisou hag o frezegennou en yez ar vro, da lavaret eo, en slavoneg. Trei a rejont ive er yez-ze eur pennad mat eus ar Skritur-Zakr (863-867).

Ar pab sant Nikolas a c’hoantaas o gwelet hag o galvas da Rom. Pa zigouezjont, sant Nikolas a oa maro, hag