Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/528

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
528
25 Gouere
sant jakez


Pempvet devez warn-ugent a viz Gouere


SANT JAKEZ
Abostol, patron ar Spagn (42)



Jakez, mab da Zebede ha da Zalome, breur da Yan an avieler, a oa ginidik eus ar Galile. Jezuz o tremen eun devez e-biou lenn-vor Jenezareth, hen gwelas gant e vreur yaouank oc’h ôzan o rouejou en o bag ; o gervel a reas da vont gantan, hag e tilezjont war an tôl o c’herent hag o rouejou, evit heuilh an Otrou.

Jezuz o lezhanve Boanerges, da lavaret eo, bugale ar c’hurun.

Jakez a oe unan eus an tri abostol a oa karet gant Hon Zalver dreist an Ebestel-all. Hen c’has a reas gantan da vene Thabor, pa lakas da baran war e gorf ar sked dudius eus a c’hloar ar baradoz, ha da vene Olivez, pa bignas warnan da bedi e Dad, arôk ma krogas ar Judevien ennan.

Salome, mamm Jakez ha Yan, o c’houzout pegement oa karet he bugale gant Jezuz, a deuas eun devez d’e gaout, hag a c’houlennas digantan ober d’he daou mab azezan en e rouantelez, unan en e du deou hag eun all en, e du kle.

Kement-se a roas tro d’Hon Zalver d’ober d’e ziskibien eur gentel gaer war an izelded a galon.

— Rouaned ar bed-man, emezan, hag ar re a zo en penn ar boblou, a ra o mestr war ar re a zo dindanne ; evidoc’h-hu, arabad eo d’ec’h ober evelse. Mes an neb ac’hanoc’h a fell d’ezan e vefe savet eun de dreist ar re-all a dle breman bezan ho servijer, hag an neb en deus c’hoant da vezan eun de ar c’hentan a dle breman en em zerc’hel er renk izelan.

Goude ma pignas Jezuz-Krist en nenv, Jakez a brezegas ar fe er Jude hag er Samari, hag a c’honezas eleiz eus e genvroïz d’ar greden neve. Bezan e oe ar c’hentan o kas ar c’helou mat d’ar Spagn, hag e-touez ar re a vadezas er vro-ze, sant Per a gavas danve seiz eskob.

Eus ar Spagn, Jakez a zizroas da Jeruzalem, hag e teuas a benn da c’honid da Zoue ar zorser bras Hermojen.