Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/529

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Gouere
529
sant jakez

Herodez Agrippa, evit bezan arru mat gant ar Judevien, a roas urz d’e zibennan.

An hini en devoa e gaset d’al lez-varn, o welet pegen kalonek e oa an abostol dirak ar maro, a ’n em zisklerias kristen war an tol.

En em strinkan a reas da dreid ar zant da c’houlenn pardon outan ; an abostol hen briataas en eur lavaret : « Ar peuc’h ra vezo ganec’h ! »

Dibennet a oent o-daou, er bla 42 goude donedigez Hon Zalver.

Jakez oa ar c’hentan eus an Ebestel o skuilh e wad evit Jezuz-Krist.

Prest goude, e ziskibien a zigasas e relegou da El-Padron, er Spagn. Chom a rejont eno kuzet epad meur a gant vla. En IXet kantved, e oent dizoloët ha kaset da Gompostel.

Di ec’h eer breman da bedi sant Jakez, n’eo ket hepken eus ar Spagn, mes eus pevar c’horn ar bed kristen.

Goude Jeruzalem ha Rom, n’eus lec’h ebet ken santelaet gant fe ha peden ar gristenien.

Hon tud koz gwechall a oa troët da vont a-bell da bardonan : mont a rênt da vene Sant-Mikel er mor, ac’hane da Zant-Jakez Kompostel, goude da Rom, hag erfin da Jeruzalem. Eun diskuiz a rênt en Sant-Jili, a zo hanter-hent etre Kompostel ha Rom.

Sant Jakez en deus harpet ar Spagnoled en o brezeliou ; gwelet eo bet en penn o armeou o stourm eneb ar Vorianed ; abalamour da ze eo bet kemeret da batron rouantelez Spagn.

————


BOKED


Evel m’eo sant Per abostol ar fe, ha sant Yan abostol ar garante, sant Jakez eo abostol an esperanz. En eun amzer ec’h omp, ha kant mil dra a venn mougan ar vertuz gaer-ze en hon ineou ; goulennomp ouz sant Jakez he lakat da vleunian ennomp.

Evel an heor a vir na ya al lestr da goll epad an avel-stourm, evelse an esperanz a vir na ro an ine e asant d’an droug, en mare an dentasion.

Sant Bonavantur.