Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/53

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 Genver
53
sant marsel


Eur gêr eus ar Friji, kristen an holl dud enni, ha ne falvezas ket d’ezi kinnig ezans d’an doueou, a oe devet gant he dek mil den...

En Rom, ar pab Marsellin a oe lazet etouez ar re gentan. Daou viz goude e verzerenti, kristenien kêr a c’hellas kaout an tu d’en em vodan en kuz, er c’hatakombou, hag a lakas war Gador sant Per, Marsel, eur beleg gouiziek ha kalonek ginidik eus a Rom.

E vue a bab a oe eur verzerenti pen-da-ben, ken dre ar poaniou en devoe da c’houzanv, ken dre ar re a wele ober d’e vugale hag a c’hlaze anezan muioc’h eget e re e-unan.

Koulskoude, elec’h fallgaloni, e labouras, keit ha ma c’hallas, da gelenn ar baganed war Jezuz-Krist ha da startât ar gristenien en o fe. Lakat a reas Lusina, eun intanvez pinvidik, da rei d’an lliz eleiz a leve.

Sant Marsel a reas katakombou neve da vodan ar gristenien ha da zebelian ar verzerien.

An impalaer Maxans, o vezan deut da glevet hano eus e labouriou, a reas e zigas dirakan hag a c’hourc’hemennas d’ezan rei an dilez eus e garg ha kinnig ezans d’an doueou.

O vezan ne zente ket, an impalaer a reas anezan e bôtr-marchosi. Nao miz e chomas er vue-ze. Dre n’halle mui kelenn e dud dre gomz, e kelenne aneze dre skrid.

Eun nozvez, dre laer, ar gristenien a deuas a benn d’e ziframman eus adre daouarn o enebourien.

Lusina a roas digemer d’ezan en he zi, a deuas da vezan eun iliz en em zastume enni ar gristenien en kuz.

Maxans ne zaleas ket da glevet pelec’h e oa Marsel, hag a lakas ober eur marchosi gant ti Lusina ; eno, e mesk ar c’hezek, e varvas ar pab santel gant an dienez hag an naon.

Lusina a zebelias e gorf en katakombou Priskilla, d’ar 16 a viz genver 310.

Tri bla goude, Maxans hag e zoudarded a oa beuzet en dour an Tibr.

Konstantin, ar c’hentan impalaer kristen, a bigne war an tron. An lliz he devoa urz da vevan ouz sklerijen an heol.