amson a deuas er bed en Breiz-Veur, er bla 480, hag a oe skolaet en Laniltud. Dubrik, eskob Kaer-Leon, hen belegas. War ôtre sant Iltud, en em dennas en manati Enez-Pir ; ac’hane ec’h eas d’an Iverzon, da rei an dorn da zant Gweltas da zevel a-neve ar relijion er vro-ze.
Eno e reas eleiz a viraklou, hag e konvertisas eleiz a ineou. Divezan tra a reas a oe tennan an drouk-spered eus korf eun abad ; heman a oe ken eürus goude e zelivrans ma roas e vanati da Zamzon, ha ma heuilhas anezan da Vreiz-Veur.
Dizro d’e vro, e reas d’e holl gerent mont da leaned ha da leanezed : e dad, e vamm, e bemp breur, e eontr, e voereb, e gendirvi.
Kas a reas e eontr Umbrafel da c’houarn ar manati a oa bet roët d’ezan gant an abad iverzoniad en devoa pareet diouz an drouk-spered.
Goude-ze, o vezan kemeret gantan Ammon, e dad, an abad iverzoniad-ze hag eur manac’h-all eus a Laniltud, en em dennjont o fevar d’ober pinijen en eur c’hoad don, war lez ar Savern.
En em guzet en devoa eno ken mat ma ne oa den evit gouzout pelec’h e oa. E genvroïz, enkrezet holl gantan, ha gant aon na vije maro, a furchas holl goajou ar vro ken a gouezjont warnan.
Neuze e oe grêt d’ezan kemer stur eur manati, savet gant sant Jermen, ha prest goude, Dubrik hen sakras eskob.