Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/535

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28 Gouere
535
sant viktor


Eizvet devez warn-ugent a viz Gouere


SANT VIKTOR
Pab (185-197)



Viktor, mab da Felix, a oe ganet en Afrik. Pignal a reas war Gador sant Per, er bla 185.

Kommod a oa neuze impalaer en Rom. En e amzer, a drugare Doue, an Iliz a c’hellas kaout ar peuc’h dre ar bed holl. E-touez tud e lez, e oa eleiz a gristenien ; Marcia, e bried, daoust ne ver ket evit lavaret e vije badezet, a gare an Otrou Doue hag a gemere preder gant an Iliz ; lakat a reas ar c’halloud he devoa da dalvezout evit ober vad d’ar gristenien.

Mont a reas zoken, eun de, betek gervel ar pab Viktor da zont d’al lez, hag e c’houlennas outan hanoiou ar verzerien a oa o labourât en mengleuziou ar Sardaign. Viktor a roas ar roll aneze d’ezi. Marcia a yeas gantan da gaout he fried hag a c’honezas delivrans ar verzerien ; ar beleg Hyasent a oe karget da gas da c’houarner ar Sardaign kemennadurez an impalaer.

Setu eta eun êsa grêt en blaveziou divezan an eilvet kantved, gant an Iliz ha gant ar Gouarnamant, evit en em glevet.

Epad an trede kantved, gwad ar verzerien a redo adarre ; ar c’hleze a vezo tennet c’hoaz ; koulskoude, ne vezo ket dalc’h-mat o lugerni ’uz da benn ar gristenien, evel m’oa bet epad an daou gantved kentan. Lôsket didrabas gant enebourien an diavêz, an Iliz he devoe da stourm, en amzer-ze, ouz ar Vontanisted, enebourien an diabarz. Montan a oa eun assyrian a veve war-dro hanter an eilvet kantved, hag a deuas da gredi, goude e vadeziant, e oa dibabet gant ar Spered-Santel evit digas eur relijion neve war an douar, strisoc’h eget ar relijion gristen. Gourc’hemenn a rê d’e ziskibien yuniou bras hag alïes ; difennet a oa d’eze addimezi, ha tec’hel arôk ar verzerenti.

An eskibien a ziskuilhas abred faziou ar Vontanisted ; merzerien Lyon, eus o frizon, a skrivas diwar o fenn d’ar pab Eleuther ; Viktor o c’hondaonas.

En amzer-ze ive, e savas trouz etre eun nebeut ilizou eus ar zav-heol hag an holl ilizou-all eus ar bed, diwar-benn an deiou ma tleed lidan goueliou Pask.

Ilizou ar zav-heol, evit ober diouz sant Yan, a lake