eiz- devez goude he c’hoar, en he fempvet blavez ha tri-ugent. Miret a rêr he relegou en Taraskon.
Unum est necessarium. Eun dra hepken zo red : kaout fe en Jezuz-Krist ha reizan hon bue herve ar fe-ze.
Hag e vefec’h kaeran, galloudusan, speredekan ha pinvidikan den zo war an douar, ma n’ho peus ket a fe, oc’h reuzeudikan den a zo o vale.
wilherm, eskob Sant-Brieg, brudet dre ar madoberou a skuilhas, dre ar stourmajou a c’houzanvas evit ar justis, dre ar vertuziou a vagas ha dre ar miraklou a reas, a welas an de en Bro-Arvor, en blaveziou divezan an XIIet kantved.
Mab oa da Olier Pichon ha da Jann Fortin, o chom en Sant-Alban, diou leo hanter diouz Lamball.
Dal ma tigoras bleuniou kentan e yaouankiz, e oa troët da garet an Otrou Doue ha d’hen diskouez, dreist-oll, dre an evezted a lake da viret e c’hlanded.
Kement a c’hened a oa war e dâl, ma klaskas merc’hed divez e douelli hag e zougen gante d’an droug ; Gwilherm o zrec’has, a drugare Doue, hag a zalc’has ken dinam e ine ma lavared e oa eun eil Jozef.
Josselin, eskob Sant-Brieg, a roas d’ezan an Urziou Sakr, hag en e amzer hag en hini Per ha Silvestr, an daou a azezas war gador eskob Sant-Brieg war e lerc’h, e labouras war-dro an ineou hag e reas d’eze eur vad dispar.
Da varo Silvestr, war-dro ar bla 1220, mouez an holl hen lakas en penn an eskopti. « Pastor eus ar re wellan, eme Innosant IV, rei a reas tri seurt magadurez d’an ineou a oa fiziet ennan : magadurez e brezegennou, magadurez ar grasou a denne warneze dre e bedennou, ha magadurez ar skouer vat en peb hent.
» N’eo ket souez eta, eme ar pab-ze c’hoaz, e vije neuze lorc’h en Sant-Briegiz gant eun hevelep eskob, rak Gwilherm a oa, dre ar gelennadurez a roë, evel eun heol skedus