Dirak eur burzud ken bras, an impalaerez a drugarekaas Doue, hag a reas sevel eun iliz kaer evit digemer an ereou burzudus. An iliz veur-ze a oe hanvet iliz sant Per en Ereou.
En de-man, en em gav ive gouel sant Bergat, eskob Landreger, war-lerc’h sant Tual, ha patron parouz Pouldouran. E bardon a ve grêt ar zul kentan a viz eost. An de-ze, e iliz hag e feunteun a ve darempredet gant tud ar vro aketus d’e bedi ’vit adkavet an treo dianket.
Daoust ma n’eus ket sant Bergat kement a vrud ha sant Anton a Badou, ar Vretoned a ’n em blijo o pedi anezan en o ezommou, rak
Dreist ar zent-all, sent hon bro,
Mar o fedomp, hon chilaouo.
Goulennet, eme Hon Zalver Jezuz-Krist d’e ziskibien, hag e vezo roët d’ec’h ; klasket hag e kavfet ; skoet hag e vezo digoret d’ec’h.
Rak an neb a c’houlenn en deve, an neb a glask a gav, ha d’an neb a sko e vezo digoret.
Aviel sant Vaze. Xi. 9, 10
n douar m’eman warnan iliz Itron-Varia-an-Ele, en Itali, a zo bet, abaoue an amzer gosan, tra an Otrou Doue. Er bla 351, e oe savet eno eun ti-bidi gant pardonerien deut eus an Douar-Santel, gant relegou eus be ar Werc’hez Vari. Eiz-ugent vla goude, war-dro ar bla 516, sant Beneat a brenas ar chapelig gant al lodennig douar stag outi. Ac’hane, marvat, eo deut d’ezi an hano a zoug : Porsionkul, da lavaret eo, al lodennig vihan. An ti-bidi a deuas da vezan eun iliz vras, darempredet ma oa gant eun niver bras a dud ha, zoken, gant an Ele a ziskenne enni eus an nenv evit meuli o Rouanez, hag ac’hane e oe roët d’ezi an hano a Itron-Varia-an-Ele.
Gant an amzer, an iliz a chenchas perc’hen meur a wech, ha nebeut ha nebeut e oe dilezet. D’an drizekvet