Jezuz, n’hall dinac’h netra d’e Vamm, a asantas ganti. « Fransez, emezan, eun dra vras a c’houlennet diganin. Rei a ran d’ec’h, koulskoude, ho koulenn, gant ma vezo kavet mat hag ôtreet gant ar pab a zalc’h ma flas war an douar, a zo gantan, ha gantan hepken, ar c’halloud da liamman ha da ziliamman. » Ha kerkent Jezuz, e Vamm hag an Ele a zistroas d’an nenv.
Antronoz vintin, Fransez a ’n em lakas en hent evit mont da Berouz da gât ar pab Honorius III, a oa eno er mare-ze. Ar pab, goude bezan grêt sklerijen war eun dra ken burzudus, a lavaras d’ezan a-benn ter gwech : « Ra vezo grêt herve m’ho peus goulennet en hano Doue. »
Mes ne oa ket laket an de c’hoaz eus ar pardon bras-se er Porsionkul. Doue e-unan a dlee peur-ober e labour.
Daou vla goude, da viz genver 1223, Fransez, evit tec’hel diouz birou an drouk-spered, a c’hoantae rei d’ezan da gredi ne dlee ket ren eur vue ken pinijennus, en devoa diwisket e zaë hag a oa en em dôlet en kreiz eur voden spern evit mougan an dentasion. Ouz en em ruilhal en kreiz an drein, e gorf ne zaleas ket da vezan leun a wad. Mes kerkent ive pep tra a chenchas doare endro d’ezan ; ar spern ruziet gant e wad a deuas da vezan goloet a vleun ru ha gwenn ; Ele an nenv a dôlas war e ziskoa eur vantel gwennoc’h eget an erc’h, steuet gant ar gwiader a oar gwiskan al lili hag ar roz, hag a lavaras d’ezan kerzet buhan d’an iliz, e oa Jezuz eno ouz e c’hortoz. Kemer a ra Fransez neuze peder warn-ugent eus ar roz burzudus, daouzek ru ha daouzek wenn, evit o c’hinnig d’e vestr Jezuz ha d’e vestrez karet, ar Werc’hez Vari.
Jezuz, ar Werc’hez hag an Ele a oa adarre ouz hen gedal evel er wech kentan. Fransez, goude bezan diskarget e galon dre gomzou a garante hag a humilite, a gredas goulenn ma vije laket de d’ar pardon. Ha Jezuz a respon-tas : « Me fell d’in e vefe grêt da genver an devez ma ’m eus torret liammou Per, prins an Ebestel, betek an abarde eus an de war-lerc’h. N’az pez aon rak netra. Kerz da gât ar pab evit mac’h embanno an de bras-ze. »
Ar pab Honorius, o welet ar roz burzudus, a zigemeras e c’houlenn hag a reas embann induljans vras ar Porsionkul, gant ar seiz eskob tostan da Asiz, evit padout da virviken.
Induljans Itron-Varia an Ele eo kaeran ha gwiriekan hini a zo en Iliz, rak an induljans-ze a zo roët gant Jezuz-Krist e-unan.
Bourdaloue.