Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/549

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 Eost
549
relegou sant stephan


Trede devez a viz Eost


Relegou sant Stephan
Kentan merzer, a zo kavet goude pevar-c’hant vla
(17 a viz kerdu 415)



Dre urz pennou-bras Jeruzalem, korf sant Stephan, goude e varzerenti, a oe lezet eun nebeut deveziou hep bezan sebeliet. C’hoant o devoa e teuje ar c’horf presius-ze da vezan preiz al loened goue. Mes Doue a evesae war relegou e zervijer. Gamaliel, eun doktor judeo, an hini a zifennas Jezuz dirak ar Sanhedrin, an hini a oa bet mestr-kelenner sant Pôl, deut breman da vezan kristen e-unan, a yeas da gât tud fidel Jeruzalem, o fedas da vont en kuz da gerc’hât korf ar zant ha d’e gas betek eun ti en devoa, nao pe dek leo diouz Jeruzalem, evit ma vije sebeliet gant enor en eur be en devoa laket sevel eno evitan e-unan hag evit e familh. Ar pez a oe grêt.

En e gichen, divezatoc’h, Gamaliel a reas sebelian Nikodem, eun doktor judeo ive, mignon en kuz d’Hon Zalver, ha deut da vezan eun diskib fidel d’ezan. Abalamour da ze, e oa bet torret eus e garg, laeret eus e vadou ha kaset er-mêz eus ar vro. Abibon, den yaouank ugent vla, mab da C’hamaliel ha badezet gant an Ebestel er mêmes devez gant e dad, hag erfin Gamaliel, d’e dro, a oe beziet er memes lec’h.

Epad tost da bevar-c’hant vla, o c’horfou a chomas eno heb enor, ankouaet gant an dud.

D’an 3 a viz kerdu 412, Gamaliel a ’n em ziskouezas d’eur beleg hanvet Lusianus evit kemenn d’ezan, a beurz Doue, digeri o be hag enori o relegou. Ar promese a reas d’ezan e c’hoarvezje treo burzudus hag e paouezje ar sec’hor vras a wale er mare-ze ar Palestin. — Eun eil hag eun trede gwech e teuas c’hoaz davetan evit hen pedi da hastan ober e gefridi. Heman a zentas ; mont a reas da gât eskob Jeruzalem, Yan, ha raktal e oe roët d’ezan ôtre da zigeri ha da furchal an douar da glask ar beziou.

Lusianus, gantan eun niver bras a gristenien, a yeas en prosesion warzu al lec’h merket. An douar a oe digoret ha prest e oe kavet tri ve : war ar c’hentan e oa skrivet Stephan, war an eil, Nikodem, ha war an trede hanoiou Abibon ha Gamaliel. Arôk mont pelloc’h ha digeri ar beziou, Lusianus a falvezas gantan e vije eskob Jeruzalem war al lec’h. Mont a reas e-unan da gas kemennadurez d’ezan, ha