Tevel a rejont, hag an deveziou-ze ne leverjont netra da zen eus ar pez o devoa gwelet.
Mar doc’h eürus, leveret ne bado ket pell, ha mar d’oc’h reuzeudik, leveret ne bado ket dalc’h-mat
aëtan, ganet en Visans, en Itali, a oe an eil eus bugale Gaspard de Thienne ha Mari de Laporte, daou den a noblanz vras ha pinvidik. Arôk ma oe ganet, e vamm he devoa gwestlet anezan da Vamm Doue, ha goude e vadeziant, e neveaas he c’hinnig. Kement-se a ziskouez petra oa ar vamm gristen-ze. Eun dra eo ha ne dleer ket dizonjal : « En kichen kavel eur zant e kaver peurvuian eur zantez. »
Ar c’hrouadur-man, a vihanik, a lakas da dalvezout ar skoueriou en devoa bet digant e dud. E garante evit ar beorien a ’n em ziskouezas da gentan. Ne oa ket evit harz da ouelan pa wele o dienez, ha doust d’e oad tener, en devoa mil ijin evit kreski an aluzennou roët d’eze. Kement en devoa e-unan a roë, ha pa n’en dije mui netra, ec’h ee da c’houlenn an aluzen evite, en han’ Doue.
Ar pez a blije d’ezan ar muian en e c’hoariou, oa ober ar pez a wele en iliz. Doue a falveze gantan merkan, en doare-ze, e c’halve anezan da vezan beleg.
Abred e oe kaset d’ar skol. E spered a oa lemm ha digor ; studian ’reas eus e wellan, hag al lore a zoktor war lezennou an Iliz ha lezennou ar vro a zigollas e boan.
N’haller ket bevan er skoliou bras evel m’oa skol-veur Padou, hep gwelet forz skoueriou fall. Hon zant ne baouezas tamm da vezan war evez, ha tremen a reas glân dre an holl danjeriou, evel ma tremen ar bann-heol dre ar fank hep bezan sôtret en neb doare. Ne falveze ket gantan heuilh ar yaouankizou-all ; gwisket gant dilhad gros ha dister, ne zaremprede nemet ar beorien. E dad en devoa