n impalaer Valerian en devoa douget eul lezen neve (258) eneb ar gristenien : « An eskibien, ar veleien hag an avielerien a vezo laket d’ar maro kerkent ha ma vefont anavezet ; ar senatourien, an noblanz hag ar varc’heien eus Rom a gollo o renk hag o madou ; ha ma talc’hont d’en em zisklerian kristen goude an dra-ze, e vefont dibennet ; — ar gwrage a renk uhel a vezo ive lemet digante o madou ha kaset en harlu ; — servijerien an impalaer o devo anzavet bezan kristen arôk al lezen-man hag o devo dalc’het goude, a vezo ive lemet digante o madou, ha goude, chadennet ha kaset war douarou ar gouarnamant evit o labourat evel sklavourien. » Al lezen ne gomze ket eus ar bobl nag eus an dud a renk izel. An impalaer ne skoe nemet war ar penn. Gouzout a rê, pa vije diskaret ar veleien, an noblanz ha servijerien ken galloudus ar palez, petra raje goude ar bobl hep penn, heb arc’hant, heb iliz ? Ahend-all, ar bobl a oa kabestret dre eul lezen-all, douget er blavez arôk (257). « Kement-hini en dije c’hoantaet adsevel eur sosiete freuzet dre urz ar gouarnamant, pe ober asambleou, pe derc’hel da zarempredi ar berejou, a vije barnet. »
Al lezen douget gant an impalaer, ha votet gant ar Senat eus Rom, a oe raktal laket en impli. Eskob Rom, ar pab Sixt, ne zaleas ket da vezan tapet epad ma oa o prezek d’an dud fidel, en bered Pretextat, ha gantan e oe paket ive ar c’houec’h avieler a oa endro d’ezan evit an