Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/568

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
568
10 Eost
sant laurans

a c’hede o bevanz diouz an Iliz, kement-hini a laboure war-dro ar berejou hag an ilizou, a oa dindannan. Rak-se, renk an avieler bras a deue dioustu goude hini ar pab, hag hen eo a gemere e blas, peurvuian, pa varve.

Avieler sant Sixt oa Laurans. Espernet oa bet, hen gwelet hon deus, en esper e teuje da anzav d’ar gouarnamant pelec’h e oa madou an Iliz.

Galvet dirak prefed Rom, Kornelius Sekularis, heman a roas urz d’ezan da zigeri tensoriou an Iliz ha d’o lakat etre daouarn ar gouarnamant. Ar zant a c’houlennas amzer evit ober an invantor aneze. Tri devez a oe roët d’ezan. Laurans a stagas gant al labour raktal hag a rannas etre ar gristenien ezommek kement a chome c’hoaz etre e zaouarn. Neuze e kemennas d’eze holl en em gavout d’an trede devez, dirak ti al lez-varn.

D’an devez merket, Laurans, ouz e heul holl beorien Iliz Rom, tud mac’hagnet, dall, kamm, notet o izili. a yeas dispont dirak ar prefed.

— Setu aman, emezan, tensoriou an Iliz ; ouz o bevan hag o gwiskan, e tastumomp en nenv pinvidigez vras.

Kounnaret, ar prefed a roas urz ma vije diwisket ha skoet gant skourjezou, begou houarn d’eze. Daoust d’e gorf freuzet ha d’ar gwad o poulladan dindannan, ar zant a chome laouen ; ne finve nemet e vuzellou ; pedi a rê e Zalver Jezuz. Ar prefed ne zigounnare ket.

— Gouzout a ran, emezan, e c’hoantaez ar maro ; mes ne fell ket d’in e varvfes prim ; da boaniou a vezo padus.

Hag e reas digas dirazan ar benviachou impliet evit bourrevi ar gristenien. Ar merzer a respontas :

— C’hoantât a ret ma spontan ; mes an Doue a zervijan a zo ganin ; n’am eus aon ebet rak ho tourmanchou.

Hag epad ma skoed warnan gant bizier, ha ma teved e gosteziou gant eun houarn ru, e pede e Zalver : « Jezuz Mab unik ar gwir Doue, grêt trugare d’ho servijer a fell d’ezan anzav ho hano ha kreski ho kloar en kreiz an tourmanchou.

Kredi a rê e oa o vont da vervel dindan an tôliou, hag e pede Jezuz da zigemer e ene. Mes eur vouez eus an nenv a lavaras d’ezan : « N’eo ket c’hoaz achu ; stourmajou-all ’zo ouz da c’hedal. » O klevet ar vouez-ze, eur zoudard, hanvet Roman, a ’n em zisklerias kristen, hag a lavaras da Laurans : « Me wel dirazout eun den yaouank eus ar re gaeran o sec’han ar gwad eus da c’houliou ; ro d’in prim ar vadeziant. » Ar zant, digaset d’ar prizon war urz ar prefed, evit m’en dije amzer da zaouri e dourmanchou,