Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 Genver
57
an itron-varia

————


KENTEL


Mamm an Esperanz


Doue eo ar Mestr, ha daoust m’eman a holl-viskoaz o ren ar bed, n’eman ket c’hoaz o vont da rei an dilez eus e garg. Kemer a ra an den dre an dorn, kerkent ha ma teu war an douar-man, ha ren ’ra anezan eus ar c’havel d’ar be.

Ne zilez nemet an neb a goue en ifern.

Adalek ar penn kentan, Doue an eus anavezet ha karet pep-hini ac’hanomp. Roët an eus d’imp, d’hon sikour d’ober ar vad ha da dec’hel diouz an droug, eur vamm garantezus, ar Werc’hez Vari. Mari eo mamm an esperanz. En em erbedomp outi. « Mes pedet, ma bugale ! » He c’hoant eo hen grafemp.

Solve vincla reis ! Pedomp anezi, ma c’houlenno digant Doue hon fardon.

Profer lumen caecis ! Pedomp anezi, ma tigaso sklerijen d’an dud dallet gant o gwall dechou.

Mala nostra pelle. Pedomp anezi, ma pellao ac’hanomp diouz pep droug.

Bona cuncta posce ! Pedomp anezi, ma tenno warnomp pep seurt vad !




Triouec’hvet devez a viz Genver


Kador Sant Per en Rom
(42)



Pa bignas Hon Zalver Jezuz-Krist en nenv, de ar Yaou-Bask, Simon Per, mab da Jonas, a oa en penn an Iliz.

E-touez an Ebestel, e c’halle bezan re-all gouiziekoc’h ha santeloc’h evitan, mes hen eo an hini a oa bet dibabet, an hini an evoa bet alc’houeiou an nenv, an hini a oa bet pedet evitan, an hini ne dlee biken fazian, an hini a dlee dorojou an ifern dont da derri outan. Hen oa eskob an eskibien ha tad an holl gristenien.