konvertiset gantan, startaet en o fe ha kaset pell war hent ar zantelez.
Goulennet a veze evit prezek en kement parouz hag en kement kouent a oa en Napl, ha leun e veze an ilizou evit e selaou : ne glaske nemet Jezuz, ha Jezuz stag ouz ar groaz.
Eun devez, e dad, Jozef Ligori, o tremen dirak eun iliz ma prezege enni, a zonjas mont da glevet ; Alphons a oa er gador. Poan a reas d’an tad gwelet e vab er gador, mes ne gredas ket tec’hel. En nebeut komzou, ar prezeger a lakas ar sklerijen da baran war e ene. Eun tôl a skoas en e galon, ha kerkent hag achu ar zarmon, ec’h eas da gaout ar prezeger, ha goude bezan e vriataet gant teneridigez, e c’houlennas pardon digantan eus ar boan en devoa grêt d’ezan. Ar wech kentan oa da Jozef da welet e vab abaoue m’oa beleget.
Alphons a beurc’hrê, er gador-govez, al labour boulc’het er gador-zarmon. Ken uhel ha ken diês e kave labour ar gador-govez, ma oe red urz an arc’heskob evit hen lakat da stagan gantan. Divent e oe ar vad a reas dre eno. Ar pez a c’hourc’hemenne d’ar re-all a rê e-unan. Ken bras oa e c’halloud war ar bec’herien baour, ma ne renkas biskoaz lezel hini da vont kuit hep bezan roët e bardon d’ezan a-beurz Doue. N’hell den niveri an dud a skouer fall a zistroas war an hent mat. Ar pinijennou a gustume rei oa : distrei da govez a-benn nebeut ; kovez ha kommunian alïes ; dont d’an oferen bemde ha sonjal, keit ha ma pade, en Pasion hon Zalver Jezuz-Krist ; ober eur binijen gorf bennak, mes n’o gourc’hemenne ket ; mont alïes da welet ar zakramant meulet ra vezo, ha bezan devot d’ar Werc’hez.
Petra n’en dije ket grêt evit silvidigez e nesan ? Tud ar mêziou a wele dizesk war ar relijion, dilezet ma oant gant o beleien. Hag e sonje en doare gwellan d’ober vad d’eze, pa deuas eul leanez da lavaret d’ezan, a-beurz Doue, e oa galvet da zevel eun Urz neve a visionerien evit kelenn an dud dizesk war o relijion. Alphons a chomas mantret ; mes o vezan ne glaske nemet senti ouz Doue, en em lakas da bedi a greiz kalon evit anaout e volonte. Kerkent ha sklerijennet war an dra-ze, e stagas gant al labour. Enebiez a gavas a bep tu, zoken a-beurz e wellan mignoned ; e dad hen pedas hag hen aspedas da chom en Napl ; ar veleien o devoa roët o hano d’ezan evit bezan e genlabourerien, a dec’has nemet daou. Alphons ne gollas ket kalon. Mont a reas da gât an Hini a veze bepred e zikour en