Eun devez, ar pod-eoul a oa goullo er manati ; Klara a walc’has anezan, ha pac’h ejod da gregi ennan, e kavjod anezan leun a eoul.
Eun devez-all ne oa en ti nemet eun dorz vara. Klara a roas an hanter anezi d’ar paour, hag an hanter-all a lakas da greski en eun hevelep doare ma oe peadra awalc’h anezan da leinan hanter-kant leanez.
Eun dro-all c’hoaz, an Turked a lakas ar seziz war Asiz, ha klask a rênt pignal en manati Klara ; houman, hag a oa neuze klanv war he gwele, a reas he dougen da gichen dor he zi, hag a reas lakat dirazi klozen an hostiou konsakret.
Neuze e pedas evelhen : « Na lezet ket, O ma Doue, ar re o deus fizianz ennoc’h da gouezan etre daouarn tud divade. Diwallet ho servijerezed dasprenet gant ho kwad presius. »
Kerkent e oe klevet eur vouez o respont : « Me ho tiwallo bepred. »
Ar re eus an Turked a oa pignet war mogeriou ar manati a oe dallet neuze, en eun tol, hag a gouezas war o fenn d’an douar, hag ar re-all a gemeras an tec’h.
Klara a varvas d’an 11 a viz eost 1253, hag a oe sebeliet an de war-lerc’h, dirak Innosant IV hag eleiz a gardinaled.
Daou vla hepken goude, Alexandr IV a lakas he hano e-touez ar gwerc’hezed.
Eur galon hag a gar Doue a oar gouzanv pep tra.
Eur galon ha ne gar ket Doue ne oar gouzanv netra.
Eur galon hag a zo en gras Doue a zo pinvidik awalc’h ; hag eur galon ha n’he deus ket awalc’h gant Doue a zo re ziês da gargan.
Santez Klara.