Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/575

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 Eost
575
an den eurus yan-vari vianney


Trizekvet devez a viz Eost


An den eürus Yan-Vari Vianney
Person Ars (1786-1859)


Yan-Vari Vianney
Yan-Vari Vianney


Yan-Vadezour-Mari Vianney a deuas er bed d’an 8 a viz eost 1786, en parouz Dardilly, eskopti Lyon. E dad hag e vamm, tud a zoujanz Doue, a oa labourerïen douar. N’oa c’hoaz nemet eur c’hrouadurig, ha dija Doue a verke peseurt labour a raje divezatoc’h en kenver an eneou. Epad ma veze o tiwall e zenved, e tastume en-dro d’ezan ar vugale-all, e rê d’eze mont war o daoulin dirak skeuden ar Werc’hez hag e teske d’eze lavaret ar Rozera. — Deut da vezan brasoc’h, e heuilhas e dad d’ar park ; mes en eur drei ar bommou douar, e spered hag e galon a chôme unanet gant Doue. Evit gwelloc’h diazezan ar zonjou mat en e spered, e lake dirakan, epad e labour, eur skeudennig eus ar Werc’hez. Ar gwel anezi a rê d’ezan labourat gant muioc’h a aked, hag e vreur henan a glemme dre n’halle ket, en despet d’e nerz brasoc’h, ober muioc’h eget Yan-Vari. Lavaret a rê e veze ar Werc’hez o sikour anezan.

An dud yaouank, e vignoned, a zouje d’ezan ; ha koulskoude e c’hourdrouze aneze gant dousder, pa zigoueze gan-