tan klevet eur ger goloet bennak o tont eus o genou.
E garante evit ar beorien a oa dispar. Kement a gave war e hent o c’houlenn aluzen a zigase da di e dad hag e rê rei d’eze da zibri hag ober tân d’o zomman. Ma o c’have dizesk war ar c’hatekiz pe war o fedennou, n’o leze da vont kuit nemet goude m’o deveze desket, da nebeutan, ar Gredo.
Glanded e galon a bare war e zremm ; e zevosion d’ar Werc’hez a oa tomm-bero ; alïesan m’halle e tostae ouz an dôl zantel. An holl a lavare e vije beleg.
Kaset a oe eta da Ekully evit kemer kenteliou latin. Siouaz ! E spered a chôme prennet ; mil boan en devoa o teski. Ne gollas ket kalon evit-se. En em lakat a reas da bedi, da yun ; mont a reas da bardonan da ve Sant-Yan-Fransez Rejis, evit goulenn ar c’hras da c’hallout deski gwelloc’h, ha Doue a selaouas mouez e bedennou. Digemer a gavas er c’hloerdi bras ha, war bouez labourat kalz, e c’hallas tizout ar velegiach.
Person Ekully, e gelenner kentan, hen goulennas da gure. Roët a oe d’ezan. Eun dudi oe gwelet neuze person ha kure o kerzet gant tiz war hent ar baradoz ; ne ouient ket, nag an eil nag egile, pegouls o dije grêt pinijen awalc’h.
Goude tri bla tremenet en Ekully, Yan-Vari a oe hanvet da berson en Ars, parouzik vihan neve staget ouz eskopti Belley. Eun êl eus an nenv eo a zigoueze ganti. Ne oa ket re abred. Ar barouz a oa en eur stad glac’harus. Ar gwirioneziou brasan eus ar fe ne oant mui, kouls lavaret, anavezet ; ar zakramanchou a oa dilezet ; ar zul a oa ankouaet. An iliz parouz, dre ne veze mui nemet nebeut darempredet, a oa hudur. Mes an dansou a yee endro hag an hostaleriou a veze leun bepred.
Dirak eun hevelep labour, ar zant ne gollas ket kalon. Mont a reas da welet e barousianiz, an eil goude egile, ha lavaret a rê d’eze komzou ken entanet a garante Doue m’o lake da skuilh daerou, hag hen a ouele da gentan. — E iliz ne zaleas ket da vezan kempennet ha netaet. A nebeudou, dre e zousder ha dre e gelennadurez, e lakas an dud d’he darempredi a neve. Dre ma teue an dud d’an iliz, e tilezent an hostaleriou hag an dansou. Digas a reas ar c’hiz, evit ar re yaouank da gommunian alïes ; sevel a reas breurieziou evit an holl rummou ; sevel a reas eun ti-repu evit ar merc’hedigou paour ha dilezet. Evit o bevan, n’en devoa nemet providans Doue ; biskoaz ne vankas netra d’eze. Kentoc’h eget mankout d’e zervijer, Doue a bourvee dre virakl. — Eun devez, ne oa en ti nemet eun dornad