Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/577

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 Eost
577
an den eurus yan-vari vianney

bleud, peadra d’ober eur gouign. Petra vije bet eur gouign etre 80 krouadur ? An ôtrou person a c’hourc’hemennas lakat en gô an nebeudig a oa. An de war-lerc’h, pa deuas ar mare d’hen mêrat, an toaz a greskas, a greskas kement ha kement ma ne oa ket a fin da deuler dour. En berr amzer, al laouer-doaz a oe leun-chouk. Dek torz vara a ugent lur a oe grêt evel kustum. Ar memes tra a c’hoarvezas evit an ed er c’hrignol, ar gwin er c’hao, evit an arc’hant. Pep tra en em gave d’e boent. « Moumounnet omp gant an Otrou Doue », a lavare ar zant en eur zevel e zaoulagad leun a anaoudegez vat warzu an neuv.

Kredi a rê ar person santel e oa dever ar pastor mat paëan evit pec’hejou an denved fiziet ennan. Rak-se, e kreske e bedennou hag e binnijennou ; -- ne roë nemet diou pe der heur bep noz d’ar c’housked, ha c’hoaz war beseurt gwele : ar plench noaz ! Alïes e chôme daou ha tri devez hep kemer tamm, ha pa deue re zempl, eun nebeut avalou-douar, poazet pell a vije, hag eur banne dour a oa trawalc’h evitan ; ma vije digaset d’ezan eur pred boued gwelloc’h, pe eur pez dilhad, pe eun tamm arc’hant, raktal e vezent kaset d’ar beorien. Ne ouie ket pegoulz en dije kastizet awalc’h e gorf paour ; eur chaden houarn hag eur gouriz reun a zalc’he endro d’ezan ; daoust da ze, en em skourjeze ken kalet ma strinke ar gwad dindan an tôliou.

Eur vertuz ken dispar ne oa ket evit plijout d’an drouk-spered. Klask a reas heman hen lakat da goll kalon, en eur lavaret war e gont pep seurt gevier. O welet ne c’honeze netra evelse, e klaskas hen spontan en eur drouzal endro d’e gampr, en eur strapal an dorojou, en eur stlejan anezan war leuren e gampr, en eur lakat an tân en e wele. Ar zant, eun tammig spontet da gentan, ne zaleas ket da anaout ardou an aerouant, ha ne reas mui van. Gwaperez e genvreudeur beleien ne rejont ket muioc’h. Eun devez ma oa oc’h ober eur mision en eur barouz demdost da Ars, e rejont fent gantan epad koan ; ne rênt anezan nemet an hunvreer. Ar zant en em gavas eürus da vezan dismeganset. En kement-se e lavaras d’ar gwaperien : « Na vezet ket souezet ma klevet trouz en noz-man. » Hogen, en nozvez-ze, ar presbital a oe evel laket war an tu gin : ar mogeriou a grene, an dorojou a strape, ar gwer a skrije, an ti a-bez a strake evel pa vije bet warnez kouezan en e boull. An holl a oe war zav en eun tôl ; hag e teuas da zonj d’eze eus ar pez en devoa lavaret ar person santel. Hag i d’e gampr :