Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/580

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
580
14 Eost
santez philomena

vamm a wele he c’hrouadur dek vla, n’en devoa ket gallet betek neuze chom war e dreid, o vont d’ar red etrezek ôter santez Philomena.

Ar mirakl-ze a reas d’an dud dont niverusoc’h c’hoaz d’ar gousperou ; en o zouez e oa eur wreg eus a Avella, eur verc’h vihan daou vla ganti, bet klanv gant ar wrec’h, ha chomet dall abaoue. Leun a fe, ar vamm gristen-ze a yeas da benn uhelan an iliz, betek ôter ar zantez, hag o vezan soubet he biz en eoul ar c’hleuzeur alum dirak ar relegou, e c’hlebias daoulagad he bugel ; kerkent ar verc’h vihan a zigoras he daoulagad da sklerijen an de.

Kement-se a zigouezas epad ma oa ar beleg er gador, hag evel m’en devoa an holl c’hoant da welet ar plac’hig pareet, ar prezeger a zavas anezi en e gichen, hag he diskouezas d’ar bobl a ouelas gant ar joa.

Ar miraklou-ze, ha re-all diniver a deuas d’o heul, a lakas hano Philomena da vezan brudet dre ar bed kristen, hag er bla 1857, war c’houlenn eskob Nol, eman Mugnano en e eskopti, Gregor XVI a roas ôtre d’ober he gouel dre an Itali a-bez.

Person Ars en devoa eun devosion dener da werc’hez Mugnano, a lezhanve e zantez vihan. Gallet en devoa kaout darn eus he relegou, ha savet en devoa en e iliz eun ôter en he enor ; fellout a rê d’ezan lakat an dud da devel war e zantelez, en eur vrudan miraklou ar verzerez yaouank.

————


BOKED


An hini ne gar ket ar groaz, a deuio a benn marteze d’en em zovetât, mes poan en devo ; bezan vezo eur steredennig en oabl an nenv ; an hini en devo gouzanvet ha stourmet evit an Otrou Doue, a lugerno evel eun heol kaer.

Person Ars.




Pempzekvet devez a viz Eost


Gouel Maria Hanter-Eost



De gouel Maria Hanter-Eost, an Iliz a deu da enori war eun dro maro ar Werc’hez, he rezureksion hag an digemer bras grêt d’ezi en nenv gant Jezuz, ar Mab Holl-C’halloudek a zigemer ar Vamm Holl-Zantel ; — ha gant ar Zent hag an Ele o tont holl da diarbenn o Rouanez.