Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/581

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 Eost
581
gouel maria hanter-eost

Ar Werc’hez Vari, Mamm Doue, dre m’oa bet konsevet dinam, ha dre ne oa bet biskoaz, en mare ebet eus he bue, sôtret he ene gant an disteran pec’hed, ne dlee ket mervel ; rak ar maro n’eo deut er bed nemet dre ar pec’hed ; ar maro eo paeamant ar pec’hed. (Rom. VI. 23). Daoust da ze, evit bezan henveloc’h ouz he Mab Jezuz ha kaout muioc’h a beurz en prenadurez an dud, he bugale, eo bet fellet ganti tremen dre eno, evel an holl. Ankenius eo ar maro, mes an anken-ze, Mari hen digemeras gant joa, rak ouspen ma kreske, en doare-ze, he henvelidigez gant he Mab, e kreske ive ar meritou a c’hallfe da rannan gant an dud deut da vezan he bugale muian-karet.

He c’horf santel, dinam ha glan evel ma oa, ne dlee ket anaout breinadurez ar be. D’an de merket gant Doue ha dibabet, marvad, ganti he-unan, ar c’horf-ze, unanet adarre gant he ene ha buezet a neve, a oe savet d’ar baradoz war dioueskel an Ele. Ne bigne ket en nenv dre he galloud hag he nerz he-unan, evel ma reas he Mab, mes savet a oe dre c’halloud ha nerz Doue.

Pelec’h e varvas ar Werc’hez ? — En Jeruzalem, war a gred an holl, rag he be a ziskouezer c’hoaz eno.

An Ebestel, hag i a oe testou eus he maro ? — Ya, eul loden aneze marteze, mes n’eo ket sur. Sant Per, sant Yan, sant Jakez ha sant Pôl a oa en kêr Jeruzalem, er bla 51 pe 52, evit ar c’honsil a zo hano anezan en levr « Oberou an Ebestel ». Ha d’ar mare-ze eo e tremenas ar Werc’hez, mar deo gwir ar greden he doa Mari seiz pe eiz vla ha tri-ugent, pa deuas he c’harante evit he Mab da derri al liammou he stage c’hoaz ouz an douar.

Ar pez, avat, zo sur ha n’hall bezan nac’het gant den, hep pec’hed marvel, eo kement-man : ar Werc’hez Vari a zo pignet en nenv korf hag ene. Biskoaz an Iliz n’he deus bet nec’hamant war an dra-ze ; adalek amzer an Ebestel betek an de hirie, eo chomet ar greden-ze start ha divrall en kalonou an holl gristenien. Diazezet eo, da gentan, war lavariou an Doktored eus an holl gantvejou ; ar pez a zo kredet gant an Iliz a-bez n’hall bezan nemet ar wirione ; anez ze, Jezuz-Krist ne ve mui gant e Iliz ; hen nac’h a vefe en em lakat er renk tostan d’an heretiked. Diazezet eo c’hoaz : war ar renk uhel a dlee ar Werc’hez Vari kemer en palez an Dreinded, abaoue ma oa bet galvet d’an enor da vezan Mamm da Zoue ; war he gwerc’hded dispar ; war he zantelez trec’h da hini an holl Zent hag an holl Ele ; war liammou ar gwad a zo etre eur vamm hag he mab ; ha war liammou ar garante a zo etreze, nerzu-