Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/584

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
584
16 Eost
sant rok


SANT ROK


Ober a rêr hirie ive gouel sant Rok. Ginidik oa eus a Vontpellier. O veza êt da bardonan da Rom, e tigouezas gantan tremen dre vroiou taget gant ar vosen, hag e kemeras digare ac’hane da ziskouez e garante en kenver e nesan, o chom da bleal ouz an dud klanv.

Herve lavarer, e stagas ive ar c’hlenved ennan, hag o vezan ma tec’he an holl dioutan, en em dennas en eur c’hoat, elec’h ma c’houzanvas poaniou skrijus ; eur c’hi a zigase bara d’ezan d’e brejou.

An Otrou Doue hen pareas, en eun doare burzudus, hag e c’hellas distrei d’e vro, elec’h ma tremenas ar rest eus e vue en oberou a drugare. Mervel a reas en Montpellier, war-dro hanter ar XIVet kantved.

D’ar c’houezekvet konsil-meur (1414), a vodas en Konstans, deiou a veze, ouspen 100.000 den, e krogas ar vosen en kêr. En em erbedi a rejod ouz sant Rok ; e skeuden a oe douget en prosesion, hag ar c’hlenved a gouezas raktal. Adalek neuze, an devosion da zant Rok a oe brudet dre an Iliz a-bez.




Seitekvet devez a viz Eost


SANT HYASENT
Eus a Urz sant Dominik (1185-1257)



Hyasent a c’hanas eus kerent nobl ha kristen, en maner ar Sax, en eskopti Breslau, er bla 1185.

Goude bezan grêt e studi en Krakovi, en Prag hag en Pologn, a oe hanvet da chaloni en Krakovi, hag e trec’has e genvreudeur, kouls dre e zantelez evel dre e ouiziegez.

Da dri bla ha tregont, o vezan êt da Rom, e wiskas saë sant Dominik, hag e oe laket en penn ar venec’h a oa o vont d’ar Pologn.

Sevel a reas eur manati en Friesak hag eun all en Krakovi. Eun devez ma rede ar vro, o skuilh komzou Doue a bep tu, e tigouezas war lez ar Vistul, a lip mogeriou Wisgrad. Ar stêr-ze a vire outan da dremen. Kaer en devoa sellet, ne gave ket eun den d’e dreizian ; leun a fe, e reas sin ar groaz hag e kerzas war an dour. E genvreu-