Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/59

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18 Genver
59
kador sant per en rom


Oter vras an iliz-ze a zo savet var c’horre beziou an ebestel Per ha Pol, hag ’ us d’an ôter vras, en eur relegour kaer divent, e virer ar gador goat roët gant ar senatour Pudens da Ber, hag a deuas da vezan e drôn a bab.

————


KENTEL


An devosion d’ar pab


An devosion d’ar pab, eme sant Fransez a Zal, a zo unan eus merkou an eneou a yelo, hep mar ebet, d’ar baradoz. Bezan devot d’ar pab a zo e garet, senti outan, difenn anezan. An holL zent o deus karet ar pab, sentet outan ha difennet e wiriou, ha seul-vui e oa bras o santelez, ha seul-vui e oant douget da rei harp da Vikel Jezuz-Krist.

Pa deu an devosion-ze da vervel en eur vro, gouen ar zent a varv enni ive.

« Arabad ankouât, eme sant Charlez Borrome, ar pab eo Doue war an douar, ha dizenti outan a zo dizenti ouz Doue e-unan. »

Kement gwech e hanve an arc’heskob-ze ar pab, ha kement gwech e kleve e hano, e leme e dog.

Pa deued da zigas d’ezan eul lizer pe eur skrid bennak abeurz ar pab, e reseve aneze diskabel hag e poke d’eze, dre zoujanz evit an hini an evoa o savet.

O’Connell, eun Iverzoniad [1] brudet hag eur c’hristen kalonek, gwestlet gantan e vue pen-da-ben da zifenn e fe hag e vro, a gouezas klanv war an hent da vont da Rom, hag arôk mervel e lavare : « Rei a ran ma ene da Zoue, ma c’horf d’am bro, ma c’halon d’ar pab. »

Ne garomp ket awalc’h ar pab, an den burzudus-ze, an eus galloud war gement den a zo war an douar, karget ma ’z eo da sturian an holl eneou betek porz an nenvou.

Ne garomp ket awalc’h an den burzudus-ze, a zo tud fallakr ha bugale dizent o klask e ziskar diwar e drôn, ha n’an eus bet biskoaz an disteran aon da vezan tôlet d’an traou, fianz vat m’an eus er gomz galloudus lavaret d’ezan gant Mab Doue : « Tu es Petrus, Te eo Per, da lavaret eo, men, ha war ar men-ze e tiazezin ma Iliz, ha galloud an ifern ne vezo biken trec’h d’ezi. »

Karomp ar pab, sentomp ouz ar pab !

Karet ar pab eo karet Doue ; ober poan d’ar pab a zo ober poan da Zoue !

  1. Un Irlandais.