Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/590

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
590
20 Eost
sant bernard

Gant aon d’en em goll, e kimiadas diouz ar bed da dri bla warn-ugent hag en em dennas en manati Sito, gant tregont den yaouank, a oa en o zouez pevar eus e vreudeur.

Sant Bernard
Sant Bernard

Pac’h eent da c’houlenn bennoz o zad, arôk mont eus ar gêr, Gien, ar mab henan, a lavaras da Nivard, ar mab yaouankan, a chome gant e c’hoar Hombelina da harpan o zad en e gozni :

— Kenavo, ma breur bihan Nivard, c’houi ho pezo breman hon holl vadou hag hon holl leveou.

— Petra, eme ar bugel, gant eur furnez dreist e oad, c’houi gemer an nenv evidoc’h, hag a lez ganin an douar? Fall e lodennet an danve.

A-benn nebeut goude, ar pôtrig-ze, gant e dad, a heuilho ive roudou e vreudeur, ha Hombelina, divezatoc’h, a yelo ive da leanez.

En Sito, Bernard a oa ken troët war ar yun ma oa eur binijen evitan en em lakat ouz tôl pa deue heur ar prejou. Didrue oa ouz e gorf, hag anzao a rê, war e gozni, oa bet êt re bell war an tu-ze, rak mar deo mat kastizan, arabad eo terri an nerz en deus roët Doue d’imp da labourât evitan. Ren a rê bue eun êl, kentoc’h eget bue eun den, ken nebeut-all a breder a gemere gant treo an douar.

Da bemp bla warn-ugent, e oe kaset gant eun nebeut eus e genvreudeur da ziazezan manati Klervo (1116), ha dont a reas ken brao a benn eus e dôl, ma teuas hepdale da gaout seiz kant manac’h endro d’ezan.

E c’hiz oa chom hep gourdrouz hini ebet eus ar re a oa dindannan, pa wele ne vije ket grêt a zigemer vat d’e gomzou, rak, emezan : « Pac’h a droug en hini a c’hourdrouz, hag en hini a zo gourdrouzet, elec’h diluian eur guden, nemet he luian muioc’h-mui ne rêr ken. »

Sevel a reas dre ar bed eiz-ugent ti eus e Urz. En Breiz hepken, e savas dek. Er bla 1129, Emengard, intanvez Alan Fergan ha mamm Konan III, duk Breiz, a ’n em reas leanez en Larre, en kichen Dijon. Bernard eo a zige-