Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/591

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Eost
591
sant bernard

meras he le, ha goude e skrivas d’ezi ouspen eur wech, hag Ermengard eo a zigoras an hent da venec’h Klervo da zont en Breiz.

En penn manati Buzai, sant Bernard a lakas Nivard, e vreur yaouankan ; dont a reas d’ober tro Breiz da welet penôs ec’h ee ar bed gant e venec’h, er bla 1144 [1].

Er bla war-lerc’h, Eujen III (1145-1153), eur manac’h eus Klervo, a bignas war Gador sant Per. Bernard a zavas evitan al levr De Consideratione, kaeran skrid a gouezas diouz e bluen.

Ar c’heleier a ’n em gave er mare-ze eus ar zav-heol a oa glac’harus : Jeruzalem a oa prest da gouezan adarre etre daouarn ar Vuzulmaned.

Eujen III a gargas abad Klervo da embann ar brezel santel. Bernard a redas ar Frans hag an Alamagn, en eur brezek d’ar rouaned ha d’ar boblou, hag en eur gas liziri d’ar re n’halle ket mont betek enne. Dont a reas a benn eus e gefridi ; ne oad ket evit chom heb senti ouz eun den a gomze evel ma rê hag a oa ar miraklou o heul e gomzou.

Ar brezel eta a oe diskleriet gant ar Fransizien en Vezelai (1146), goude eur brezegen grêt gant abad Klervo.

Daou-c’hant mil den, seiz-ugent mil brezellour aneze, a gemeras hent ar Palestin, renet, darn gant Loeiz VII, roue Frans, ha darn-all gant Konrad III, impalaer an Alamagn (1147). Ne zigouezas gantan nemet koll war goll. Bras e oe ar c’haonv er broiou kristen, p’en em gavas enne ar c’helou-ze ; meur a hini a dôlas ar bec’h war zant Bernard ; poaniet bras e oe gant an dra-ze.

« Mar deo red d’an dud en em gemer ouz unan bennak goude an darvoud-ze, emezan, gwell eo o gwelet o ’n em gemer ouzin eget ouz an Otrou Doue.»

Skrivan reas koulskoude eul lizer evit en em zifenn, ha lavaret a rê ennan e oa dizurziou ar groazourien ar penn-abeg eus o c’hollou.

Kas a reas ive liziri kalet da bobl Rom, ne oa mui ar pab evit chom en e douez, kement a zismegans a rê d’ezan.

War e dremenvan, e venec’h endro d’e wele a ouele dourek. An daerou-ze a deneraas e galon hag e ouelas : « N’ouzon ket, emezan, o sevel e zaoulagad etrezek an nenv, n’ouzon ket ouz pehini eus an diou garante-man eo mat d’in senti, pe ouz karante ma bugale am stag ouz an

  1. Goude e varo e oe savet tri manati-all :
    Er bla 1170, manati Itron-Varia Karnoët, en eskopti Kerne ;
    Er bla 1184. manati Itron-Varia Bon-Repos, eskopti Kerne ;
    Er bla 1200. manati Itron-Varia Gernevez, eskopti Gwened.