Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/595

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 Eost
595
sant symphorian


Eil devez warn-ugent a viz Eost


SANT SYMPHORIAN
Merzer (***-178)



Symphorian a c’houzanvas ar verzerenti, nebeut awalc’h goude merzerien Lyon, en amzer Mark-Aurel. Eun den yaouank kristen oa, karet gant an holl abalamour d’e zanve, d’e c’hened ha d’e furnez. O chom e oa en Autun, unan eus kêriou kosan ha brudetan Bro-C’hall, hag unan ive eus ar re droëtan gant an doueou faoz.

Hogen, eun devez ma touged, evel bep bla, en eur c’har kempennet a-zoare, skeuden Cybel, eleiz a dud a oa diredet da enori doueez ar Phryji.

Symphorian ne gave ket mat ober evel ar re-all, hag a oe kaset dirak ar gouarner Heraklius, a c’houlennas outan perak ne felle ket d’ezan adori mamm an doueou.

Ar merzer a respontas e oa kristen, ha n’halle, dre-ze, adori nemet ar gwir Doue a zo en nenv.

Pa glevas ar barner e oa eus kêr hag a renk uhel, e lavaras d’ezan :

« Fiziout a ret war ho renk, ha marteze n’ho peus ket a anaoudegez awalc’h eus a urziou an impalaer. »

Hag e lennas aneze d’ezan, hag e c’houlennas outan petra responte. Symphorian a dalc’has da ziskouez an heug en devoa ouz an idol.

Neuze Heraklius a reas e skei hag e gas d’ar prizon. Daou zevez goude, e oe digaset adarre d’al lez-varn, hag ar gouarner a lavaras d’ezan :

« Bezet fur, servijet an doueou divarvel, hag ho pezo arc’hant digant ar gouarnamant hag eur garg enorus en arme. Mont a ran da lavaret lakat bleuniou war an ôter, hag e kinnigfet ezans d’an doueou, evel m’eo dleet. »

Symphorian a ziskouezas dre e respont e rê fae war ar pez a ginniged d’ezan hag e tisprize relijion Cybel.

Heraklius, pa wele n’halle ket dont a benn eus an den yaouank, a c’hourc’hemennas e zibennan.

Ar c’helou-ze a reas da galon ar merzer yaouank tridal gant an dudi.

Pa oad o kas anezan er-mêz eus kêr d’e lazan, e vamm, o welet anezan o tremen, a youc’has :

« Symphorian, dalc’h sonj eus an Doue beo ; kemer kalon, ma mab ; arabad kaout aon rak ar maro ; ar maro