Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/60

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
19 Genver
sant kanut


Naontekvet devez a viz Genver


SANT KANUT
Roue an Danemark (1080-1086) ha merzer



Kanut, mab henan Suenon, roue an Danemark, a oe kelennet kaer ha savet mat en e vugaleach. En e yaouankiz, e kustumas e gorf diouz an armou ha diouz ar skuizder, ha dont a reas da vezan barrekan brezellour a oa en e amzer. Skuban reas, eus moriou an hanter-noz, al laeron a veze enne o vont hag o tont, en o bagiou skanv, hag o tiskenn, pa gavent an tu, da ober skrab var an ôchou tro-war-dro.

Pa varvas e dad, pennou-bras ar rouantelez, oc’h anaout e doliou-kaer, a gemeras aon razan hag a roas e gurunen d’e vreur Harald, a oa eun den muioc’h lez-ober evit Kanut, hag o devoa fianz, dre ze, da c’hallout ober muioc’h o mistri gantan.

Kanut, pa welas ar pez a oa c’hoarvezet, a ’n em dennas en lez Halstan, roue ar Sued, hag elec’h klask trabas ouz e vreur, evel ma lavared d’ezan awechou, e chomas sioul ; ne golle tro ebet, zoken, evit renti zervich d’e genvroïz. Abalamour da ze, pa varvas Harald, daou vla goude ma oa pignet war an trôn, ar vro a-bez, skuiz o welet an droug a oa en em zilet enni dre leziregez ar roue-all, a zavas en he zav, lorc’h enni o lakât war benn Kanut kurunen e dadou koz.

A-boan ma oa stur ar rouantelez etre e zaouarn, ma teuas tud goue da zailhat war e vro. Kanut a stourmas kalet oute, war meur a dachen, hag o zrec’has gant enor. Pa zigouezas eus ar brezel, e stagas ar gurunen aour a oa war e benn ouz troad kroaz Hon Zalver, hag e westlas e bobl hag hen da Jezuz-Krist, roue ar rouaned.

Ar spered, en den, eo an êl ; ar c’horf, an aneval. D’an êl eo gourc’hemenn, d’an aneval senti. Kanut a gustume e gorf da blegan d’e spered dre ar yuniou, ar skourjezou hag ar gourizou reun. Karout a re lenn ha kanan ofis an Iliz gant ar venec’h. Eur roue hag a dremen eun darn eus an noz o pedi evelse, an eus muioc’h a sklerijen da c’houarn e bobl evit eun all hag a dremenfe an amzer-ze oc’h ebatal.