Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/617

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1 Gwengolo
617
sant jili

————


BOKED


Ar preder a gemer ar gerent evit sevel o buale ne ve kammed poan gollet.

An izelded a galon a blij da Zoue muioc’h evit vertu-all ebet.

An dousder a c’hone kalonou an dud. C’hoant am befe da lavaret e c’hone ive hini al loened mut.




Eil devez a viz Gwengolo


SANT STEPHAN
Roue hag abostol ar Hongri (977-1038)



Pen em gavas da vezan laket en penn ar Hongri, da varo an duk Geiza, e dad (997), Stephan a gavas e vro digristen c’hoaz, kouls lavaret holl.

Kentan tra a reas a oe en em glevet mat gant ar brinsed, e amezeien. Goude-ze en em lakas da drei e zujidi war ar relijion gristen ; mes darn aneze, ha ne garent ket trei kein d’o doueou, a ’n em zavas en e eneb.

Stephan, goude bezan en em erbedet ouz sant Martin hag ouz sant Jorj, a yeas d’ar brezel hag a drec’has war e enebourien gant eun arme kalz bihanoc’h eget o hini.

Evit trugarekât Doue da vezan roët d’ezan ar gonid, e lakas sevel eur manati en enor d’an ôtrou sant Martin, hag e c’halvas beleien ha menec’h eus an Alamagn da zont da hadan ar gwir fe en pep korn eus ar Hongri. Rannan reas e zukach en dek eskopti, gant Strigonium da arc’heskopti, ha kas a reas eskob Koloctz da Rom, da rei anaoudegez da Zylvestr II, a oa neuze war Gador sant Per, eus kement a oa bet grêt, ha da c’houlenn ôtre evitan da zougen al lezhanv a roue. Ar pab a respontas en eur gas d’ezan ar gurunen a roue, evitan hag evit ar re o dije e garg war e lerc’h, hag ar groaz a abostol, gant galloud da lakat he dougen dirazan, abalamour d’an aked en devoa da brezek ar fe en e rouantelez. Pa glevas Stephan e oa e gannad o tizrei, ec’h eas d’hen diarben, hag e chomas en e zav ha diskabel, epad ma lenne d’ezan lizer ar pab. Eskob Koloctz hen sakras roue, er blavez 1000.

Prest goude, e konsakras e rouantelez a-bez d’ar Werc’hez Vari, hag e lakas e zujidi d’ober Hon Itron eus Mamm Doue, bep gwech ma komzjent anezi, ha da blegan o fenn hag o glin, bep gwech ma lavarjent an hano-ze. Lakat a reas ive sevel, en Alban, eun iliz eus ar re binvi-