ebastian a oa e dad ginidik eus a Narbonn, hag e vamm eus a Vilan ; savet e oe gante en relijion Jezuz-Krist a oa o hini o-unan.
En e yaouankiz, e teskas an armou, ha dont a reas, en berr amzer, da vezan unan eus an ofiserien ha mignoned vrasan an impalaer Dioklesian.
Heman a oa pagan. Sebastian, evit gallout ober muioc’h a vad d’e vreudeur, pa vijent gwasket, ne anzavas ket outan e oa kristen.
Er bla 303, e savas eur stourmad skrijus, an dekvet hag an divezan, c’houezet gant impalaered Rom a eneb an Iliz. Sebastian, abalamour d’e garg a ofiser, a c’halle kaout dor-zigor el lec’h ma kare, hag a c’halle evelse gwelet ha kennerzi ar gristenien a oa karget ar prizoniou gante.
En amzer-ze, Mark ha Marsellin, bugale ar senateur Trankillin, a oe o-daou barnet d’ar maro, abalamour ma ne oa ket bet falvezet gante kinnig ezans d’an doueou. O zud a oa paganed hag a c’houlennas digant Kromas, prefed Rom, rei tregont devez termen d’eze da c’hallout dont a benn da lakat o bugale da blegan da urziou an impalaer.
Fiziet e oe an daou brizonier en Nikostrat, mestr-skrivagner ar prefed, hag en e di o chom. Neuze an daou brizonier a oe gret kement warneze gant o zad, o mamm, o