Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/621

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 Gwengolo
621
sant roza viterb

1252. Er blavez war-lerc’h, ar pab Alexandr IV a deuas da Viterb hag a reas dougen he relegou da vanati Santez-Mari-ar-Roz, hag en doare-ze, an noriou serret outi epad he bue a oe digoret d’ezi goude he maro. Kalixt III a lakas hano Roza war roll ar zent, er bla 1458. He c’horf, daoust d’ar c’hantvejou tremenet warnan, a chom bepred en e bez. An ôtrou kardinal Morlot, arc’heskob Pariz (1857-1862), en deus finvet he fenn, he divrec’h, he daouarn hag he zreid en he arched, hag a lavar e tle bezan breman c’hoaz korf ar werc’hez yaouank evel ma oa raktal goude he maro, nemet eo yenaet.

————


BOKED


Me, eme Hon Zalver Jezuz-Krist d’e ziskibien, a roio d’ec’h komzou ken fur ma n’hallo ket hoc’h holl enebourien herzel oute na dislavaret aneze. N’eo ket c’houi eo a gomzo, mes ar Spered-Santel.

Aviel Sant Mark XIII. 11.




Pempvet devez a viz Gwengolo


Sant Laurans Justinian
Kentan patriarch Veniz (1380-1455)



Laurans, eus familh vrudet ar Justinianed, a oa ganet en Veniz, hag a ziskouezas en e vugaleach eur furnez dreist e oad.

Eur eontr manac’h en devoa, ar chaloni Marino, hag e savas c’hoant gantan da vont d’e heul. Evit gwelet hag-en e c’hellje en em ober diouz bue pinijennus ar venec’h, en em gustumas, a vihanik, da dremen an noz war eur feusken goad.

E vamm, intanvez abred, he devoa c’hoant d’e welet o timezi er gêr, ha kinnig a rê d’ezan merc’hed diouz e zoare.

Laurans, goude bezan laket kenver-ouz-kenver ar blijadur a gaver er bed hag ar boan a gaver er manati, a dôlas e zaoulagad war Hon Zalver stag ouz ar groaz, hag a lavaras : « Ennoc’h, o ma Doue, eo e lakan ma holl fizianz. »

Prest goude e kimiadas diouz e vamm hag e vreudeur, diouz danve hag enor ar bed, hag en em dennas gant e eontr en manati Sant-Jorj.

Diwar neuze ne falvezas ket gantan kemer plijadur ebet ken war an douar ; kammed ne lake e dreid en liorzou e vanati nag en maner e vamm, nemet pac’h eas d’he gwelet war he zremenvan. Skourjezan rê e gorf betek ar gwad ; pa veze ouz tol, ne zebre ket e walc’h ; a-vec’h