Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/623

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 Gwengolo
623
sant laurans justinian

a beorien, o deus ezom eus an arc’hant-se evit bevan ! » hag e lôskas anezan da vont d’ar gêr en goullo. Karet a re e gerent, koulskoude, mes e zeveriou a eskob a dremene da gentan.

Ar pab Eujen IV hen lezhanvas gloar an eskibien, ha Nikolas V, da varo Dominik Michelli, eskob Grado (1451), a gavas mat rei e c’halloud a batriarch da eskob Veniz.

Eur blavez, epad ma oa oc’h oferennan, da noz ar pellgent, en devoe an eurvat da welet ar Mabig Jezuz dindan stumm eur bugel bihan.

Anaout a rê an amzer da zont ; dre e bedennou e pellae ar c’hlenvejou hag an diaoulou. Skrivan reas levriou a zevosion.

Mervel a reas war ar c’halet, d’an 8 a viz genver 1455, oajet a bempzek vla ha tri-ugent. E gorf a chomas seiz devez ha tri-ugent war ar varv-skaon, hep ma vije anat ennan an disteran breinadurez.

Alexandr VI a lakas anezan e-touez ar zent, er bla 1690. E ouel a ve grêt d’ar 5 a viz gwengolo, abalamour ma oe sakret eskob da genver an de-ze.

————


BOKED


Klask bezan glan en eur chileo c’hoantegeziou ar galon, a zo klask mougan eun tân gwall o teurel eol warnezan.

Sant Laurans Justinian.




C’houec’hvet devez a viz Gwengolo


SANT ONEZIPHOR
Diskib sant Pôl



Oneziphor a oa ginidik eus a Ephes, hag a oa o chom en Ikonium, pa deuas sant Pôl da brezek ar fe d’ar gêr-ze ; rei a reas digemer d’an abostol en e di, ha goulenn a reas digantan ar vadeziant. Dont a reas goude-ze da vezan unan eus e ziskibien aketusan ha kalonekan, ha divezatoc’h, pac’h eas an abostol bras da Ephes, e kavas tro d’ober kalz vad d’ezan adarre. Kemer a reas skouer war e vertuziou ; labourat a reas war zilvidigez an eneou ; ha darn a lavar e oe sakret eskob.

Kalet evitan e-unan, Oneziphor a ranne e vadou etre ar beorien. Dal ma klevas e oa kouezet e vestr er prizon, en Rom, evit an eil gwech, ec’h eas d’e glask ; ha gant arc’hant e teuas a benn da gaout digor da vont betek en-