Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/624

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
624
6 Gwengolo
sant oneziphor

nan ; rei a reas d’ezan kement a c’halle kaout ezom. Sant Pôl, dilezet gant e vignoned-all, hag a dec’he dioutan gant aon da vezan tapet o-unan, a oe laouennaet oll o welet kalon vat Oneziphor. Skrivan reas raktal d’e ziskib Timothe, a oa eskob en Ephes, hag e lavaras d’ezan : « Ra deuio Doue da skuilh e vadelezou war dud Oneziphor, rak alïes en deus ma frealzet, ha ma chadennou n’o deus ket e laket da ruzian. P’eo deut da Rom, en deus ma c’hlasket gant kalz a breder, ken en deus ma c’havet. Ra vezo trugarezus an Otrou outan, da ze ar varn. Te a oar gwelloc’h eget den-all ebet pegement a vad en deus grêt d’in en Ephes ; gra eta ma gourc’hemennou da Briska, da Akuila ha da dud Oneziphor. »

Goude merzerenti sant Pôl, Oneziphor a zizroas d’an Azi, a c’honezas eleiz a eneou da Jezuz-Krist, hag a oe chadennet erfin gant e zervijer Porphyr, en kêr Parion, war urz ar gouarner Adrian.

Skourjezet e oent didrue, ha dre ma n’halled ket, en doare-ze, dont a benn d’o lakat da nac’h o Doue, e oent staget ouz lostou kezek pennfollet, a gasas aneze a dreuz-dreuz dre ar reier hag ar spern. Evelse eo e kavjont o maro ha, war dioueskel ar verzerenti, o eneou a nijas war eün d’ar baradoz.

————


BOKED


Labour evel eur zoudard mat da Jesus-Krist. Kement hini a c’houren ne ve ket kurunet : ne guruner nemet an neb a c’houren evel m’eo dleet.

— Ma varvomp gant Jezuz-Krist, e vevfomp ive gantan.

— Ma c’houzanvomp gantan, e renfomp ive gantan.

— Ma nac’homp anezan, e nac’ho ive ac’hanomp.

— Ma ne gredomp ket ennan, hen a chomo feal, rak n’hall ket en em nac’h e-unan.

Sant Pol da Dimothe. II. 3 13.




Seizvet devez a viz Gwengolo


SANT YAN
Merzer en Nikomedi (303)



D’ar 24 a viz c’houevrer 303, Dioklesian, laket pennadou ennan gant Galer, a zigoras an dekvet brezel a reas impalaered Rom d’an Iliz.

En devez-ze, da c’houlou-de, war mogeriou Nikomedi, e c’kelled lenn pevar gourc’hemen neve-flamm, douget eneb ar gristenien :