Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/625

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Gwengolo
625
sant yan

— Ar gristenien n’o deus ôtre ebet ken d’en em vodan, a lavare ar c’hentan.

— O ilizou a dle bezan diskaret, a lavare an eil.

— O levriou sakr a dle bezan strinket en tan, a lavare an trede.

— Ar gristenien a zo eus an noblanz a gollo o renk ; ar re a zo eus an dud entre a gollo o frankiz ; ar re a zo eus ar sklavourien a gollo, evit mat, an esperans da welet o chadennou o kouezan, a lavare ar pevare.

Eun den yaouank a renk uhel, a hanver Yan, a vervas ar gwad en e galon o welet kemend-all a zislealded. War al leur-gêr, hag a-wel d’an holl, e tiframmas ar paper diouz ar voger hag e lakas anezan a dammou, en eur youc’hal : « An dra-man, marvat, eo gonidou an impalaered war ar Gothed hag ar Sarmated. »

Dismegansus ha flemmus meurbed oa komz an den mat-ze, rak dre eno e tiskoueze e vije bet gwelloc’h ha furoc’h da vistri ar vro en em gemer ouz ar gouezidi, eget ouz ar gristenien, sentusan sujidi a oa er rouantelez.

Dal ma klevas Dioklesian kelou eus ar pez a oa c’hoarvezet, e reas teurel er prizon ar c’hristen kalonek en devoa bet an hardiegez da rogan e urziou. Skourjezet e oe neuze evit gwelet hag anezan e-unan eo en devoa grêt e dôl, pe evit senti ouz re-all, ha pa oe anat ne vije gallet tennan netra dioutan, e oe devet en beo. Al levenez a skedas war e dal betek e huanad divezan. Mervel a reas d’ar 24 a viz c’houevrer 303.

E hano a zo e-touez ar zent a ra Iliz Rom o gouel d’ar 7 a viz gwengolo.

————

En de-man, e rêr ive gouel sant Dogmael pe Toll, bet eskob en hon bro, e kerz ar Vet kantved ; pedet eo evit rei ar c’herzed d’ar vugale divezat.

Enoret eo en Peurit hag en Rospez, en diou chapel gwestlet d’ezan.

————


BOKED


Setu aze, avat, eur merzer hag en deus skuilhet e wad evit hano ar C’hrist : n’en deus bet aon ebet rak gourdrouzou e varnerien ; n’en deus ket klasket gloar ar bed-man, hag en em gavet eo en rouantelez an nenv.

An Otrou a ra d’an den just mont dre an henchou eün, ha diskouez a ra d’ezan rouantelez Doue. — N’en deus bet aon ebet rak gourdrouzou e varnerien ; n’en deus ket klasket gloar ar bed-man, hag en em gavet eo en rouantelez an nenv.

Brevier Rom.