Yan-Gabriel en devoa roët da Zoue eun testeni eus e garante ; Doue a falvezas gantan rei d’ezan ive eun testeni eus e hini.
Epad e dremenvan, eun niver bras a dud, tud kristen ha tud pagan, pell an eil diouz egile, a welas eur groaz skedus en barr an nenv ; gwelet eo bet er memes heur, er memes ment, hag er memes lec’h eus an nenv, hag ar re o devoa he gwelet a oa, darn aneze, pell an eil diouz egile ; ar burzud-ze a lakas meur a bagan da drei kein d’o idolou.
Raktal goude ar maro, an dorfetourien-all a oa spontus da welet, gant o zeod er-mêz eus o genou, ar gwad o tiveran dioutan, hag o daoulagad war var o fenn ; korf Yan-Gabriel ne oe tamm ebet evelse ; dalc’het en devoa e zremm santel a wechall ; e zaoulagad a oa troet da zellet ouz an douar ; e c’henou a oa serret ; e liou a oa ru-wenn ; ar maro a oa tremenet, mes ne oa ket anat.
Diouz ar parde, ar gristenien, dre laer, a c’hallas kaout korf o merzer, hag a zebelias anezan, gant doujanz, war lein ar mene ru.
Leon XIII, d’an 30 a viz mae 1889, a lakas e hano war roll an dud eürus.
Ar poaniou a zo ken talvoudus d’an hini a oar o gwelet gant daoulagad ar fe, ma n’eo tamm ebet re ger mont d’o c’hlask, ha pa vefe d’ar penn pellan eus ar bed !
Y.-G. Perboyre.
ien, lezhanvet paour Anderlek, a oa ganet en eur gêriaden tost da Vruxel. E gerent, tud a renk izel herve ar bed, a roas d’ezan eur gelennadurez kristen, hag a lavare d’ezan alïes ar pez a lavare Tobias d’e vab : « Pinvidik awalc’h e vefomp ma toujomp an Otrou. »
Gien ne oa c’hoaz nemet eur bugel, hag e --- an holl vertuziou o tiwan en e ene.