glac’har en devoe d’o gwelet o vervel holl er Palestin, gant eur c’hlenved stagus. Goude bezan sebeliet o c’horfou gwellan m’halle, e tizroas d’e vro : seiz vla oa bet oc’h ober e dro. Prest goude e varvas en Anderlek, d’an 12 a viz gwengolo 1012.
Hirie en em gav, ouspen, gouel sant Levias, abad en Arvorik. Bezan ’n eus eur chapel en Tredarzek, elec’h m’eo pedet evit ar vugale dinerz ha klanvidik.
Grêt aluzen gant ho tanve, ha na dennet ket ho taoulagad diwar ar paour, evit ma na deuio ket an Otrou Doue da dennan e re diwarnoc’h ; mar hoc’h eus kalz, roët kalz ; mar hoc’h eus nebeut, roët nebeut ; mes roët a galon vat an nebeut a rofet.
Komzou Tobias d’e vab.
atel Fieschi a oa ganet en Jen, er bla 1447, hag a ziskouezas abred merkou anat eus he zantelez da zont. Kerkent hag an oad a eiz vla, he brasan plijadur oa deski gwirioneziou ar fe.
D’an oad a drizek vla e c’hoantaas mont da leanez, mes he c’herent a viras outi, ha tri bla goude e timeze d’eun dijentil eus Jen, e hano Julian Adorno.
Heman a oa ken troet war ar c’hoari, ma teuas a benn, ne oe ket pell, da goll e zanve ha hini e wreg ; mes n’eo ket an dra-ze c’hoaz eo a c’hlac’hare ar muian Katel ; ar pez a ranne he c’halon oa gwelet ar vue fall a rene ive ; ne baoueze da c’houlenn evitan ouz Doue ar c’hras d’en em gonvertisan. En miziou divezan ar bla 1497, e chomas klanv war e wele : louzeier ar vedesined, elec’h ober vad d’ezan, a wasaas e glenved, ha dont a reas da vezan ken drouk ma oa eur binijen chom en e gichen. Katel, ouz e welet o pec’hi evel ma rê, a grogas aon enni na vije dao-