Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/640

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
640
13 Gwengolo
santez katel fieschi

net ; en em denn a reas er gambr tostan da hini ar c’hlanvour, hag o vezan en em dôlet d’an daoulin, e skuilhas eur mor a zaerou hag e lavaras da Zoue : « O Otrou, goulenn a ran an ene-ze diganec’h ! Ho pedi hag hoc’h aspedi a ran d’he rei d’in, rak goest oc’h d’hen ober, koulskoude ! »

Eun hanter-heur goude e kavas d’ezi e oa selaouet he feden ; sevel a reas da vont da gaout Julian, hag e kavas anezan chenchet evel eun all en e blas ; deut oa da vezan hegarat en kenver an holl, ha gouzanv a rê e boaniou a galon vat. Bezan en devoe eur maro kaer.

Katel, pa ne oa mui netra ouz he derc’hel er bed, a yeas da hospital Jen, hag eno, epad meur a vla, e servijas ar re glanv, gant evezded ha teneredigez eur vamm ; n’he deveze rukun ouz netra ; ne oa ket awalc’h d’ezi, zoken, ober vad da dud an hospital : kerkent ha ma kleve hano eus klanvourien paour kêr, ec’h ee war o zro, hag e kase d’eze kement o deveze ezom. He c’harante evit he c’hlanvourien a ’n em diskouezas, dreist-oll, epad ar vosen a gastizas Jen, er bla 1497 hag er bla 1501.

Souezus eo klevet hano eus he finijennou. Tremen a reas tri warn-ugent koaraïz ha tri warn-ugent azvent hep tamm ; epad ar yuniou-ze, e tostae bemde ouz an dôl zantel, ha goude-ze, war an de, e kemere, beb an amzer, eur werennad dour bennak gant beradou gwinegr hag eur meutadig holen en e douez.

Mervel a reas d’an 13 a viz gwengolo 1510, en eur lavaret ar geriou-man : « Ma Zad, etre ho taouarn e c’hourc’hemennan ma ene. »

He medesin hag a oa kousket pa oa war he zremenvan, a zihunas a greiz e gousk hag a glevas anezi o lavaret d’ezan : « Kenavo, mont a ran d’ar baradoz ! »

Daoust d’ar pevar-c’hant vla a zo tremenet abaoue he maro, he c’horf a chom bepred en e bez.

————


BOKED


An neb zo didrue en kenver ar re-all, arabad d’ezan bezan en gortoz e vefe Doue trugarezuz en e genver.

An neb a fell d’ezan miret ha kreski karante Doue en e galon, a dle poanial da vougan enni karante ar bed.

Sant Augustin.