Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/641

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14 Gwengolo
641
gouel ar groaz gonezet


Pevarzekvet devez a viz Gwengolo


Gouel ar Groaz Gonezet
628


Meulomp, meulomp a vouez uhel
Jezuz hag e groaz santel.


Santez Helena, mamm Konstantin, pa gavas ar groaz santel war mene Kalvar (326), a gasas eul lodennig anezi ganti da Gonstantinopl hag a lezas al loden-all en Jeruzalem.

Hogen, er bla 614, Kosroës, roue ar Persed, a gemeras kêr-veur ar Judevien hag a gasas gantan loden ar wir groaz lezet eno gant santez Helena ; mes ar Gresianed hen trec’has d’o zro, pevarzek vla goude, hag e vab Siroës a restôlas loden ar wir groaz d’an impalaer Heraklius ; heman a zigasas anezi da Jeruzalem, hag e c’hoantaas, zoken, he dougen war e skoa eus kêr da vene Kalvar.

Mes pa oa o tremen dre an nor a sko war hent ar mene, en em gavas ken dalc’het en e gerzed, ma ne oa evit mont ken.

Souezet oa o klask gouzout petra c’hoarveze gantan. Eskob Jeruzalem, a oa en e gichen, a lavaras d’ezan : « Marteze, ôtrou, eo re gaer an dilhad a zo war ho tro, en kichen ar re a oa war-dro Hon Zalver pa zouge ar groaz-ze e-unan war an hent-man. C’houi zo ganec’h dilhad alaouret ; Jezuz-Krist a oa gwisket paour ; eur gurunen perlez a zo war ho penn ; war hini Jezuz-Krist e oa unan spern ; eur botou a zo en ho treid, ha Jezuz-Krist a gerze diarc’hen. »

Kerkent an impalaer a lemas e zilhad kaer, e gurunen hag e votou ; neuze e c’hallas mont adarre, hag e tougas ar wir groaz betek an iliz en devoa savet Konstantin en he enor.

Da Wener ar Groaz, an Iliz a ginnig ar groaz d’ar gristenien, evel benveg doanius merzerenti hon Zalver : « Setu aman koad ar groaz m’eo bet staget outan Salver ar bed. »

Mervel krouget ouz eur groaz a zo mezus, mes pa c’hall an hini a zo marvet en doare-ze, evel m’en deus gallet Jezuz-Krist, sevel eus a varo da veo dre e c’halloud e-unan,