Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/642

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
642
14 Gwengolo
gouel ar groaz gonezet

neuze n’eus ket a ezom da gaout mez ebet o komz eus benveg e verzerenti. Abalamour da ze, sant Pôl a veze hano gantan dalc’h-mat eus kroaz an Otrou, hag abalamour da ze ive, an Iliz ne deus savet daou ouel : hini an 3 a viz mae hag an hini hirie, evit rei tu d’ar gristenien da boz o zellou war groaz Hon Zalver ha da ganan, a wir galon, he meuleudiou.

Drezi, mab Doue en deus flastret e benn da Zatan, oberour pep droug hag enebour pep den ; « hag hen hag a oa bet trec’h dre ar c’hoad, a oe trec’het ive dre ar c’hoad. »

Drezi, Mab Doue en deus dasprenet an den ha dibrennet ar baradoz ; ha ganti e vezo gwelet o tiskenn eus an nenv, pa deuio, da fin ar bed, evit barn an holl dud.


Meulomp eta a voues uhel
Jezuz hag e groaz santel.

————


BOKED


Bezan santel a zo gouzout dougen ar groaz ha mervel warnezi.

Kaout a refet ar groaz en pep tra, hag ho kedal a raio en pep lec’h.

Redet keit ha ma kerfet, n’hallfet ket tec’hel en he rôk.

Ma touget anezi a galon vat, e tougo ac’hanoc’h ; ma n’he douget nemet dre heg, e ponnerafet anezi.

Ma teuet da ’n em zizober eus eur groaz, e kavfet, hep mar ebet, eun all, a vezo marteze poaniusoc’h.

Daoust ha kredi a ret e c’hallfet chom hoc’h-unan hep dougen eun dra hag o deus renket an holl dud-all dougen ?

Pehini eus ar zent en deus bevet war an douar-man heb anken ha hep kroaz ?

Jezuz Hon Zalver n’en deus ket tremenet eun heur, zoken, eus e vue, hep bezan gwasket gant ar glac’har ; ha c’houi a ve en gortoz da vont d’ar baradoz hep heuilh an hent en deus kemeret, hent bras ar groaz santel ?

Jezuz, Skouer ar Gristenien, II Levr. XIIet Pennad.