Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/644

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
644
15 Gwengolo
gouel hano santel mari

fet en anken, bep gwech ma vefet en eun danjer bennak, goulennet sikour digant an hano-ze.

Pa lavaran hano Mari, eme c’hoaz sant Bernard, e sonjan eo hano Mamm Doue ha hano ma mamm-me ive. Sonjal a ran am eus eun advokadez dirak ma Zalver hag eun difennourez dirak ma barner, ha neuze ma c’halon a deu da denerât en kenver eur vamm ken karantezus. Jezuz ha Mari, setu ar pez a lavaro c’hoaz ma c’halon, pa n’hallin mui finval ma zeod, ha betek ma huanad divezan, an daou hano sakr-ze a vezo evidon hanoiou a fizianz, a vennoz hag a zilvidigez.

Gouel hano Santel Mari a zo grêt dre an Iliz a-bez abaoue ar XVIIet kantved.

D’an 29 a viz mae 1453, Konstantinopl a gouezas dindan galloud an Turked ; ar c’helou-ze a lakas an Europ a-bez en kaonv. Epad c’houec’h-ugent vla, diskibien Mahomet a glaskas beuzi ar broiou kristen en hudurnez hag er gwad.

A drugare Doue hag ar Werc’hez, e oent trec’het, war vor, dirak Lepant, d’ar 7 a viz here 1571.

Goude ar c’holl bras-ze, e klaskjont c’hoaz sevel o fenn, hag er bla 1683, kant hanter-kant mil aneze a deuas da lakat ar seziz war Vienn, kêr-benn ar Hongri.

Ar Werc’hez he devoa roët ar gonid d’ar gristenien en Lepant, ne zilezas ket he bugale en kreiz an anken-ze. Ar polonad Yan Sobieski, evit senti ouz Innosant XI, a deuas eus e vro, de gouel Maria Hanter-Eost, hag a ’n em gavas gant ugent mil den e-tal Vienn, d’an 12 a viz gwengolo 1683. Respont a reas an oferen dirak e zoudarded ; kommunian reas ha pedi, e zivrec’h en kroaz ; goude-ze e roas urz da vont d’an emgann, en eur youc’hal : « Non nobis, Domine, non nobis, sed nomini tuo da gloriam : Roët gloar, Otrou, nan d’imp-ni, mes d’hoc’h hano. »

En berr amzer, an Turked a oe helpennet ; lezel a rejont war dachen ar brezel dek mil korf maro, tri-c’hant pez kanol hag eleiz a bep seurt madou. An de war-lerc’h, Sobieski a ganas an Te Deum en iliz-veur Vienn ; goude e oe grêt eur brezegen savet diwar ar ger-man : « Fuit homo, missus a Deo, cui nomen erat Joannes : Bezan oa eun den, digaset gant Doue, hag a oa Yan e hano. »

Banniel Mahomet a oe kaset d’ar pab. Holl gristenien an Europ a dridas o klevet kelou ar viktor-ze, hag evit ma chomje hano anezi epad ar c’hantvejou, Innosant XI, d’an 29 a viz du war-lerc’h, a c’hourc’hemennas ober bep