Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/645

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 Gwengolo
645
gouel hano santel mari

bla, dre an Iliz a-bez, gouel hano santel ar Werc’hez, o lakat anezan d’ar zul a gouezje epad eizved he ginivelez.

————


BOKED


Mari eo ar verelaouen,
War he zâl liou kaer an aour,
Hi eo a zalv ar bec’herien,
A bare ar c’hlanvour paour.




C’houezekvet devez a viz Gwengolo


SANT SYPRIAN
Eskob ha merzer (***-258)



Syprian a oa ginidik eus Karthaj ; e dud a oa paganed pinvidik. Daoust d’e spered kaer, ar yaouankiz a reas gaou outan ; mes eur beleg eus e anaoudegez a deuas a benn d’hen gonid da Jezuz-Krist. Er bla 245, e oe badezet, daou vla goude, beleget, ha tri bla hepken goude, grêt eskob, ha laket war gador iliz Karthaj. Ar c’hentan a oe o kaout dispans eus ar gourc’hemen douget gant an abostol bras, pa lavare, en e gentan lizer da Dimothe, e vije arabad lakat da eskob eun den neve badezet.

En e amzer, Des a zigoras ar seizvet brezel grêt gant impalaered Rom d’ar gristenien, hag a oe eun tamm mat gwasoc’h eget ar c’houec’h-all a oa bet grêt en e rôk. Gourc’hemenn a reas d’e c’houarnerien ober d’an holl gristenien, bras ha bihan, paour ha pinvidik, nac’h o fe, ha lazan pe harlui kement hini n’hen graje ket. Niver a dud a nac’has neuze o fe, dreist-oll en Afrik ; en koulz ebet, daoust d’ar brezeliou a oa bet grêt d’ezi, an Iliz n’he devoa gwelet kement eus he bugale o trei kein d’ezi ; gwelet e oe neuze ar mab hag ar breur o vont d’ar prizon, hag ar vamm hag ar c’hoar o kinnig ezanz ; gwelet e oe neuze eur wreg kaset d’an templ, en despet d’ezi, hag he fried hag he c’herent o kregi en he daouarn, evit ober d’ezi teurel ezans war an ôter ; ar gristenez a ’n em zifrete hag a youc’he : « N’eo ket me eo ; c’houi eo ho peus grêt ! » Daou bried o devoa kemeret an tec’h, o lezel war o lerc’h o merc’h vihan ; ar vagerez a gasas houman d’an templ, hag evel ma ne zebre ket c’hoaz a gig, e reas d’ezi sunan eun tamm bara soubet er gwin konsakret d’an idolou. Mes tris-