Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/647

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 Gwengolo
647
sant syprian

evit gwelet gwelloc’h. Syprian a gouezas d’an daoulin, a lemas e vantel hag a bedas, e benn stouet d’an douar ; goude-ze e tennas e zaë, hag en korf e roched e c’hortozas ar bourreo ; p’en em gavas, an eskob santel a roas urz da rei d’ezan pemp warn-ugent pez aour. En keit-se, ar gristenien a astenne endro d’ar merzer lienennou da zastum e wad. Syprian a vouchas e-unan e zaoulagad ; eur beleg hag eun abostoler, hanvet Julian an eil hag egile, a liammas e zaouarn, hag e oe skoet gantan tôl ar maro. Pa deuas an noz, e teujod gant goleier hag en eur ganan da gas e gorf da vered Macrobius Candidus.

————

SANT KORNELI


Ober a rêr hirie ive, gouel sant Korneli, a c’houarnas Iliz Rom daou viz warn-ugent, hag a varvas en harlu, en Civita-Vecchia (253), pemp bla, de ’vit de, arôk sant Syprian.

Enoret eo, dreist-oll, en Karnak, en Bro-Wened.

————


BOKED


Doue n’eo mui tad an hini n’eo mui an Iliz e vamm.

Sant Syprian.




Seitekvet devez a viz Gwengolo


Gouliou sant Fransez
1224



Daou vla bennak arôk ma nijas e ene d’ar baradoz, Fransez, servijer bras Hon Zalver Jezuz-Krist, a ’n em dennas war mene Alvern, evit ober eur yun a zaou-ugent devez, en enor d’an ôtrou sant Mikêl.

Hogen, eun devez, da c’houlou-de, war-dro gouel ar groaz gonezet, e oa o pedi ouz koste ar mene. En eun tôl, e welas o tiskenn eus barr an nenv eur seraphin, c’houec’h askel d’ezan ken skedus hag an tân.

An êl-ze a nijas betek ennan hag a chomas dirazan,