dibrad en êr, skeuden Jezuz-Krist stag ouz ar groaz harpet war e iskili. Ar gwel-ze a sebezas Fransez ; al levenez hag ar glac’har a deue, beb eil, da gargan e galon ; levenez, abalamour ma oa e Zoue dirak e zaoulagad ; glac’har, abalamour m’hen gwele war ar groaz, e zaouarn hag e dreid treuzet gant tachou bras, hag e galon digor. An hini a ’n em ziskoueze en diavêz a sklerijennas anezan en diabarz : Fransez a gomprenas, evel ma n’halle mui Hon Zalver, abaoue m’oa pignet en nenv, gouzanv poan ebet ken, e tlee tân ar garante, ha nan merzerenti e gorf, hen lakat, hen e-unan, da drei en eun eil Jezuz-Krist.
Goude bezan komzet gant Fransez, evel ma komzer gant eur mignon, ar seraphin a bignas en nenv en eur lezel en e zaouarn, en e dreid hag en e galon, pemp gouli henvel ouz ar re oa o paouez gwelet. E zaouarn hag e dreid a oa ’vel pa vijent treuzet gant tachou bras, teo ha du o fennou, ha kammet o begou. Gouli e galon a oa ledan ha digor, hag a wade alïes.
Fransez, p’en devoe achuet e goaraïz en enor da zant Mikêl, a ziskennas diwar ar mene, gouliou Jezuz-Krist moullet d’ezan, nan war ar men pe war ar c’hoad, mes war e gorf, gant biz an Doue beo. Klask a rê koach, gwellan m’halle, ar burzud grêt en e genver, mes kaer en deveze derc’hel e zaouarn goloet ha dougen boteier, hen hag a valee bepred diarc’hen arôk, n’halle ket kuz mat awalc’h tensoriou an nenv. Eleiz eus e venec’h, meur a gardinal hag ar pab Alexandr IV, o deus touet o devoa gwelet, gant o daoulagad o-unan, gouliou ar zant epad e vue. Pa oa war ar varv-skaon, ouspen hanter-kant lean, santez Klara hag he leanezed, hag eur bobl tud o deus gallet tostât oute o daouarn hag o muzellou. Gouli e goste, epad e vue, n’halled e welet nemet dre laer ; met anat awalc’h e oa, diouz ar gwad a veze war dilhad ar zant, pa roë aneze da walc’hi. D’e varo, an holl a c’hallas gwelet gouli ar galon, evel ar pevar-all, ha pokat d’ezan gant doujanz.
Beneat XI (1303) a c’hourc’hemennas ma vije grêt bep bla gouel gouliou sant Fransez, en e Urz, ha tri-c’hant vla goude, Pôl V a c’hoantaas e vije grêt dre an Iliz a-bez.
Evidon-me, ne c’hoantaan en em veuli nemet en kroaz hon Otrou Jezuz-Krist ; drezi, ar bed a zo bet staget ouz ar groaz evidon ha me evit ar bed ; rak merkou an Otrou Jezuz a zougan war ma c’horf.
Sant Pol, ad. Gal. VI 14, 17