Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20 Genver
65
sant sebastian

dirakan, alc’houe ar binvidigez a oa etre e zaouarn. Mes Dioklesian a ra brezel da Jezuz-Krist ; ha Sebastian, ma eo stag ouz e garg, a gar Doue, dreist pep tra.

Ar zakrifis goulennet gant Sebastian, Jezuz-Krist hen goulenn, beb an amzer, gant unan bennak. Eleiz ne grenont ket evit hen ober, tud hag a zo gwad yac’h ha krenv, gwad ar zent, o redek en o gwazied.

En o c’hichen, nag a bed a stou dirak mevelien an drouk-spered, hag evit eur mousc’hoarz, eur gomz flour, eur pennad ruban, eur begad enor, a werz o ene.


Nag a bed a gav mat mougan o c’honsians
Ha bezan digristen evit en em avans !

Tud kez, gwerzan c’haller an divrec’h, n’heller gwech ebet gwerzan an ene ; an ene zo da Zoue. Roomp da Zoue ar pez a zo da Zoue, ha da Sezar ar pez a zo da Sezar !



Santez Agnes


Kentan devez warn-ugent a viz Genver


SANTEZ AGNES
Gwerc’hez ha merzerez (290-303)



Agnes a zo unan eus al lili a ra ar braoan en kurunen an Iliz. He c’herent a oa tud a renk uhel ha kristenien vat.

E oa gant he zrizek vla, en oad ma c’halle ar merc’hed dimezi gwechall en Rom. Eun devez, o tizrei eus ar skol gristen, e kavas war he hent Prokop, mab ar prefed Symphronius. Kement e oe sorc’hennet an den yaouank gant he yaouankiz hag he gened, ma c’hoantaas he c’haout da bried, ha ma kasas d’ezi braoigou evit he gounid. Ar plac’h n’o digemeras ket.