Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/656

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Sant Vaze
Sant Vaze
Kentan devez warn-ugent a viz Gwengolo


SANT VAZE
Abostol hag avieler



Maze, ginidik eus ar Galile, a oa eur publikan, da lavaret eo, e oa unan eus ar bôtred karget da zastum ar gwiriou d’ar Romaned e-touez ar Judevien. Eun den oa eta, hag abalamour d’e vicher, a oa gwelet fall gant e genvroïz.

Eun devez, Jezuz, o tremen hed-a-hed mor Jenezareth, a gavas anezan azezet en e vureo hag a lavaras d’ezan : « Deut d’am heul. » Maze a zavas hag a zentas war an tôl ouz gourc’hemen an Otrou. Prest goude e reas eul lein vras en e di. Jezuz hag e ziskibien a deuas, ha kalz publikaned ha kalz pec’herien a azezas ouz tôl gante.

An Doktored hag ar Pharisianed, o welet e tebre an Otrou gant ar bublikaned ha gant ar bec’herien, a c’hrozmole hag a lavare d’an eskibien :

Perak e tebr hag ec’h ev ho mestr gant ar bublikaned ha gant ar bec’herien ?

O vezan klevet an dra-ze, Jezuz a lavaras d’eze :

— N’eo ket ar re yac’h eo o deus ezom eus ar