gustin, hag e oe eur skouer evit an holl dre e izelded, e zousder hag e c’hlanded a galon, ha dreist-oll, dre e drugare ; bemde e chome eur pennad mat da bedi, e spered savet warzu treo an nenv.
Ken santel ha ken desket oa, ma oe grêt d’ezan mont da brezek ; diniver eo an dud a ziframmas eus ar pec’hed hag a lakas war hent ar zilvidigez.
Galvet goude da ren e vreudeur en Salamank, en Burgos hag en Valladolid, e ouezas kaout an tu da skoulman ken brao, en e gomzou, an dousder hag an nerz, ma lakas pep tra da wellât endro d’ezan. Ne oa ket evit gouzanv al leziregez, ha gervel a rê an tech-ze brasan enebour ar zantelez.
Hanvet e oe da eskob en Grenad, mes ne fellas ket gantan, evit priz ebet, kemer ar garg-ze. Dek vla goude, e oe hanvet arc’heskob en Valanz. Neuze e sentas, abalamour ma c’hourdrouzed e eskummunugan ma n’hen graje ket. Ren a reas e eskopti epad tost da unnek vla, ha bezan e oe eur pastor eus ar re zantelan. Evitan da vezan eskob, ne chenchas netra, nag en e zilhad, nag en e vevanz a vanac’h ; kreski reas, avat, e aluzennou, ha pa varvas, ar gwele oa warnan ne oa mui d’ezan. Rei a reas e ene d’e Grouer, da ouel ar Werc’hez, en miz gwengolo, er bla 1555, o ren e seizvet bla ha tri-ugent. Doue a embannas santelez e zervijer dre ar miraklou a reas arôk ha goude e varo. Eur wech e c’hrignol a oa goullo ; ar c’hroueriad ed divezan a oa roët d’ar paour. En eun tôl, e oe kavet leun-chouk. Eur c’hrouadur maro o vezan bet douget war e ve, a gavas ar vue.
Alexandr VII, o klevet hano eus ar burzudou-ze hag eus a re-all c’hoaz, e lakas en renk ar zent, er bla 1658.
Ober a rêr hirie ive gouel an ofiser bras sant Mauris, ha hini e c’houec’h mil soudard a oe merzeriet en kichen Martigny, er Suis, abalamour ma ne felle ket d’eze kemer peurz en eur zakrifis en enor d’an idolou (286).
Ma ho peus c’hoant e selaoufe Doue ho peden, selaouet hini ar paour ; ma ho peus c’hoant e teufe Doue da evesât ouz hoc’h ezommou, evesaet ouz re ar paour ; et, dreist-oll, da gas d’ar re ne gredont ket goulenn ; lezel aneze da c’hortoz an aluzen a zo ober d’eze he frenan.
Sant Thomas Villanova.